Kren-douar
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Taolenn |
[kemmañ] Termenadur
C’hoarvezout a ra ur seism pe ur c'hrenn-douar pa stok div blakenn an eil ouzh eben er greunenn. Dre-se e kren an douar, kreñv pe get. Gallout a ra distruj rannvroioù a-bezh. Dañjerus-kenañ eo. Teknikoù zo avat a reer ganto evit klask gouzout en a-raok pegoulz e c’hoarvezo. Stummoù ha kreñvderioù dishañval zo ivez…
[kemmañ] Diawelet ar c'hrenoù-douar
Un nebeud binvioù a zo, an hini koshañ ijinet gant Sinaiz war-dro ar bloavezh 200. Gant hennezh e oa tu dija da c'houzout eus peseurt tu e vije ar grennadenn-zouar. Ar binvioù a-vremañ a c’hell lâret peseurt nerzh a oa gant ar seism.
Un nebeud anezhe : · Ar sismometr : a c’hell merkañ, muzuliañ hag enrollañ pep fiñvadenn eus ar blakenn, en ul lec’h resis. · An astenn-verker : a vez lakaet dindan an douar, war ul linenn-frailh. Ar benveg-se a vuzul ar bihanañ gwask, astennadur pe ar fiñvadurioù a vez er roc’h.
Ar binvioù-se a verk muioc’h eget 600 000 krenadenn bep bloaz. An darn vrasañ anezho a c’hoarvez er greunenn veurvorel pe e lec’hioù e-lec'h n'eus den ebet o chom.
Setu daou venveg evit muzuliañ nerzh ur c’hren-douar : Ar seismograf evit ar seism, gant ur fiñvadenn a-led hag evit ur fiñvadenn a-hed. Ar seismograf a zo ur benveg evit enrollañ ar c’hrenoù "tellurik". E-pad ar fiñvadenn (biroù gwer), ur bluenn a skriv ar c’hrenadennoù war ur follenn a dro war ur granenn pe ruilh (biroù ruz).
[kemmañ] Muzuliañ ampled ar c'hrenoù-douar
- Div skeul zo da vuzuliañ ampled ar c'hrenoù-douar, hini Richter ha hini Mercalli
Kalz resisoc’h eo gant notadur skeuliad Richter eget gant hini Mercalli peogwir e vez implijet ur benveg muzuliañ. Gant muzuliañ ampled ar gwagennoù ha keñveriañ anezhañ gant talvoudoù skrivet war daolennoù graet gant ar sismologourien, e jeder un niverenn etre 1 ha 9 ; an niverenn-se a verk an energiezh laosket gant ar seism.
- Gant Mercalli :
Nerzh 1-2 : Seism santet gant ar sismograf hepken. 500 000 anezho bep bloaz.
Nerzh 2-3 : Santet un tammig, met dreist-holl gant ar binvioù. Etre 100 000 ha 500 000 bep bloaz.
Nerzh 3-4 : Luskellet an traoù staget en nec’h met nebeut a c’haou. Etre 10 000 ha 100 000 bep bloaz.
Nerzh 4-5 : Santet mat. Gwer torret ha batimantoù gwagelet. Etre 1 000 ha 10 000 bep bloaz.
Nerzh 5-6 : Santet mat-tre. Mogerioù frailhet. Spontet eo an dud. Etre 200 ha 1 000 bep bloaz.
Nerzh 6-7 : Santet mat-tre. Siminalioù o kouezhañ, tier zo a zisac’h hag an dud a skamp kuit. Etre 20 ha 200 bep bloaz.
Nerzh 7-8 : Santet mat-tre. Skaret an douar, savadurioù en o foull ha skampadeg dre-holl. Etre 10 ha 20 bep bloaz.
Nerzh 8-9 : Distruj dre-holl. Disac’hadeg an tier uhel hag ar pontoù, hentoù-bras ha hentoù-houarn distummet. Tost 10 bep bloaz.
[kemmañ] Ar frailhoù
- Frailh reizh :
C’hoarvezout a ra pa vez da ou damm douar o riklañ : Unan o vont dindan, an eil o vont a-us… Un astennadur zo neuze, hag ez eus evel un toull…
- Frailh kontrol :
Evel an hini a-raok nemet e teuont da vezañ staget, hag ur gwaskadur zo.
- Frailh a-led :
Riklañ a ra a-led.
- Frailh kemmesk :
Frailh reizh ha frailh a-led war ar memes tro.
[kemmañ] Ar tsunami
Ur tsunami a zo un tren gwagennoù krouet en dour gant ur stroñs hag a dilec'h an tevder dour a-serzh. C'hoarvezout a ra tsunamioù pe reverzhioù da heul krenoù-douar, disac'hadennoù douar, tarzhadennoù volkanek, tarzhadennoù a bep seurt en o zouez korfoù kosmek evel mein-kurun.
Gwelet ar pennad pennañ: Tsunami.