La Bressola
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
La Bressola eo anv kevredad ar skolioù katalanek e Katalonia an Norzh.
E 2007 e oa 600 skoliad ganto en 8 skol, skolioù prevez laik anezho.
[kemmañ] Skoazell diavaez
E miz Meurzh 2007 edo c'hoarierien mell-droad ar Barça, Oleguer Presas ha Lilian Thuram o kemer perzh en ur vodadeg skoazell d'ar skolioù e kêr Perpinyà. Lennet e voe gante ur skrid sinet ivez gant Raymond Domenech, kanerien evel Manu Chao, Cali, Zebda, I Muvrini, hag ar skrivagnerez c'hallek Françoise Xénakis.