Laou
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Al laou ( ul laouenn pa ne vez nemet unan) zo amprevaned munut ha diaskell a vev e blev al loened ( bronneged ha laboused) hag an dud. N'eus nemet nebeud eus al loened-se n'o devez ket laou, evel an eskell-kroc'hen, ha tud Japan n'o devez ket ivez a-hervez, hep ma oufed gwall vat perak. 3 000 spesad zo anezho.
Div izurzhiad a oa gwechall d'o c'hlenkañ: ar sunerien (Anoplura) hag ar chaokerien (Mallophaga). Hiriv en o renker e peder izurzhiad:
- an Anoplura,
- ar Rhyncophthirina, laou an olifanted,
- anIschnocera: laou ar yer,
- an Amblycera: ur rumm chaokerien.
Taolenn |
[kemmañ] Laou an dud
Pediculus humanus capitis a lavarer anezho ivez, met aesoc'h ober un anv latin anezho eget kaout an dizober anezho ur wech ma vezont peg en ho krev. Nez eo an anv a vez graet eus o vioù.
[kemmañ] Gouennoù laou

Peurvuiañ e vez graet ar c'hemm etre teir gouenn laou da nebeutañ:
- -Laou-penn, Pediculus capitis, ar re a gaver e blev ar vugale ;
- -Laou-korf, pe laou-kroc'hen, Pediculus corporis ar re a beg e blev ar c'horf, pe Pediculus humanus humanus;
- -Laou-faraon, pe laou-pafalek, a zo Pediculus pubis, laou a beg er c'haol, pe Phtirus pubis, a vez kavet en-dro da reizh an dud a ankounac'ha bout naet da goulz an embarañ.
Hag ouzhpenn:
- -Laou-dar pe Porcellio scaber a zo amprevaned a vev e lec'hioù gleb ha teñval.
- -Laou-koad pe Isoptera, a zistruj arrebeuri ha koataj an tier. Laou-koad a vez graet eus ar pugnez ivez.
Patrom:Taxobox image Patrom:Taxobox image Patrom:Taxobox fin
[kemmañ] Stourm ouzh al laou
Evit stourm en un doare efedus eo ret:
- distruj al laou hag an nez,
- mirout a dapout laou digant un den all.
Tri doare zo da zistruj al laou hag an nez:
- Troc'hañ ar blev ha touzañ ar penn, ha teurel kuit ar blev laouek; ne blij ket atav d'ar vugale na d'o zud, goude ma vez efedus; hogen ret e vez dibab etre blev melen koant laouek ha pen touz dilaou a-wechoù;
- Kribañ ar blev gant ur grib tanav ha dilaouiñ, ha frikañ an amprevaned unan hag unan. Hir eo, ha diaes-kenañ e-barzh blev hir: skuizhañ a c'haller goude 100 laouenn er memes penn.
- Gwalc'hiñ ar blev
-
- Lod tud a ra gant dour pe soavon-blev leun a broduioù kimiek. Ne blij ket d'an holl, droug a vez kontet diwar-benn ar produioù-se, gant gwir abeg (darn zo bet berzet).
- Tud zo a lak eoul-lavand, pe sitroñs (e gwerzh e ti an apotikerien), a-leizh war blev ar vugale, hag a c'holo ar penn e-pad un nozvezh.
- Displijout a ra ar c'hwezh kreñv, ha ne lazh ket al laou, eme tud zo.
- Mat eo evit en em ziwall, a lavar tud all. Ha yac'husoc'h eo eget ar pistri kimiek, rak mar deo displijus n'eo ket ken noazus, ha gwashañ displijadur a vez eo rankout naetaat dilhad ha gweleoù.
Koulskoude, pa vez implijet an tri doare-se war un dro e teuer a-benn eus an amprevaned noazus-se.
[kemmañ] Un tamm istor
Soñj mat o deus an dud a zo bet bugale e-pad ar brezel eus abadennoù dilaouiñ a veze er skolioù koulz hag er gêr. "An holl o devoa laou", a glever alies. Alies e veze graet an dilaouiñ ouzh taol er gêr, hag e veze kribet ar blev a-us d'un asied faoutet. Goude e veze friket pep laouenn unan hag unan gant morzhol al laou.
Gwalc'het e veze ar pennoù laouek gant gwinêgr lakaet en dour tomm, a-hervez.
Tud zo, bet oc'h ober brezel Aljeria o deus soñj eus laou-korf, a deue, emezo, eus ar boued treut ha fall: eus ar fall vagadurezh e teue, a laront.
[kemmañ] Yezh
[kemmañ] Gerioù deveret
- Ur sac'h laou zo un den laouek. Implijet e vez ar gerioù-se evel kunujenn.
- Ul laoueg, pe ul laouegez, a zo tud laouek, pe laoueien, pe a-wechoù tud paour hepken. Implijet e vez ar gerioù-se evel kunujenn.
- Dilaouiñ a zo tennañ al laou, eus penn ur bugel peurvuiañ, gant ur grib alies.
- Kaoc'h-laou a vez lavaret eus kaoc'h-skouarn ivez.
- Morzhol(ig) al laou a vez graet eus ar biz-meud a-wechoù.
[kemmañ] Troioù-lavar
- Bezañ tost da douzañ ul laouenn-dar zo bezañ pizh-daonet
- Brochañ laou, lazhañ laou evit gwerzhañ o c'hroc'hen, spazhañ laou, chikañ laou, zo koll amzer.
- Chom d'ober laou zo kement ha chom d'ober teil tomm, da lavarout eo chom er gwele,
- Derc'hel laou e penn ar vugale, zo chom hep ober netra da zilaouiñ.
- Fritañ laou zo bevañ er baourentez
- Klask laou e-lec'h ma ne vez ket nez a zo klask abeg e-lec'h n'eus ket peadra.
[kemmañ] Evel anv-gwan
- Un den laou, ur bourk laou a zo dister, paour.
- Tudjentil laou a zo peorien.
[kemmañ] Krennlavaroù
- Gwir n'eo ket gaou, C'hwenn n'int ket laou.
- An traoù gant an traoù, An nez gant al laou.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Patrom:ITIS
- Patrom:NCBI
- Penaos stourm ouzh al laou (e galleg) :http://www.servicevie.com/02Sante/Sante_enfants/Enfants12032001/enfants12032001.html Comment enrayer les poux de tête?
- Yec'hed, nez ha laou (e galleg): [Poux, lentes, pédiculose : des réponses d'experts]
- E lec'hienn ar gouarnamant gall: www.sante.gouv.fr/htm/dossiers/poux/rapport.htm
- Un ali all:[[1]]