Liñs Kanada
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() Lynx canadensis
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Lynx | ||||
Anv skiantel | |||||
Lynx canadensis Robert Kerr, 1792 |
|||||
|
Liñs Kanada (Lynx canadensis) a zo ur c'har tost eus liñs Europa hag un nebeut klaskourien a gred e perc'hennont d'an hevelep spesad. Heñvel a-walc'h ouzh al liñs rous a rann un darn eus e annez gantañ.
Er c'hoadegoù eus Kanada hag Alaska e vez kavet dreist holl. Bez ez eus poblañsoù bras e Montana, Idaho ha Washington ma oa bet dineret e-pad ar XIXvet kantved. Raloc'h eo e Utah, Minnesota, ha Bro-Saoz-Nevez c'hoazh.
Heñvel eo e feson ouzh hini liñs Europa. Gell-arc'hant eo e vlevad daoust ma ya da c'hell-ruz e-pad an hañv. Berr eo e lost met e garrou a zo hir ha wal'ch ha gant blev eo goloet e bavioù, ar pezh a skoazell anezhañ da gerzhout en erc'h. Ar piri a zo brasoc'h eget ar barezed.
Gedon, skrignerien hag evned a hemolc'h liñsoù kanada dreist holl met kirvi a c'hell argasiñ wechoù'zo. O gweled hag o selaou a reont ganto da gavout o freizhoù. E-barzh kornioù-bro'zo eo ar c'had-erc'h e breizh nemetañ. Er rannvroioù-se e heulio ment poblañsoù liñsoù hini poblañsoù gedon gant un dilec'h a zek bloavezh.
Un aneval-noz eo al liñs hag ezhomm en-deus eus un dachenn vras. En nevezamzer en em c'houenn ha genel a ra ar barezed etre unan ha pemp kazhig.
N'eo ket gwarezet la liñs ha war zigresk eo e boblañsoù e meur a rannvro abalamour an hemol'ch. Kinniget eo ivez gant distrujadur e annez.
[kemmañ] Ispesadoù
Liñ Tir Nevez (Lynx canadensis subsolanus) a zo un ispesad eus liñs kanada. Brasoc'h eo eget e genderv eus ar c'hevandir ha kirvi-erc'h yaouank a arga pa ne gav ket gedon.