Luis Ramirez de Lucena
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Luis Ramirez de Lucena, XVvet Kantved, Spagn.
C'hoarier echedoù.
Gantañ e voe skrivet ar c'hoshañ levr bet moulet a-zivout an echedoù: Repeticion de Amores e Arte de Axedres, bet embannet e Salamanca e 1497; peurliesañ e raer Lucena ag al levr. Div lodenn a gaver el levr: unan a-zivout an echedoù, eben ag ar garantez. El lodenn a-zivout an echedoù e kaver dek digoradur ha kant-pemp kudenn.
Ne ouier ket pikol tra deus buhez Lucena. E anv a zo sur. E Skol-Veur Salamanca e reas e studi. Ur yuzev deut da vout kristen e vefe bet. Ar skrivagner Fernando de Rojas en-defe implijet e dudenn da ijinañ e Calixto de La Celestina.
E 1922 e voe prouet e oa bet skrivet Dornskrid Göttingen (1490) gant Lucena. Un dornskrid arall, hini Pariz, a voe dizoloet e 1922, gant 84 pajenn ennañ, 28 kudenn hag 20 digoradur dielfennet. Sinet eo "Luzena". Mesket eo katalaneg ha galleg en destenn.