Luiz Inácio Lula da Silva
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Luiz Inácio da Silva, lesanvet Lula (a sinifi ar stivelleg), zo ur politikour braziliat, bet dilennet da brezidant ar republik e 2002.
Taolenn |
[kemmañ] E yaouankiz
Ganet e vefe bet d’ar 27 a viz Here 1945 (n’eo ket asur an deiziad), e kêriadenn Caetès e stad Pernambuco. Ur familh 7 a vugale eo e hini. Mont a reas e dad da glask fred evel simiad da borzh bras Santos war-hed 40 km diouzh São Paulo, pa oa o tec’hel diouzh an dienez e maezioù e vro c’henidik e Nordeste.
Pa oa seizh vloaz e tivizas e vamm, a oa o tesevel hec’h-unan-penn he seizh bugel, mont davet he gwaz. Ur wech erru er gêr vras e spurmantas e oa bet savet un tiegezh all gantañ, ha setu hi hec’h-unan-kaer o klask en em zibab. Goulenn a ra sikour digant he holl bugale, ha Lula bihan da guitaat ar skol da zek vloaz evit ober labourioù dister er straedoù (koarajer botoù, gwerzher kakaouetez).
Da 14 vloaz e teu da vezañ turgner en un uzin kirri-tan eus São Bernardo do Campo, ha neuze micherour-metalour.
[kemmañ] E respet er sindikadoù
Er bloavezhioù 1960 ez eus lañs bras gant armerzh Brazil. Ne denno ket ar vicherourien o mad anezhañ avat. Ha Lula ha lakaat e anv en ur sindikad ha krennaat e vennozhioù. Ur bam eo pegen donezonet eo, ent naturel, evit prezegenniñ ha marc’hata. E 1975 e teu da vezañ prezidant sindikad ar metalerezh, ha setu eñ ur penn-bras eus ar sindikadoù e Brazil, gant e varv du fonnus hag e vlev krevichennek bepred. Da-heul mennozhioù embannet gantañ ez eo kaset meur a wech d’ober chomadennoù berr er prizon.
[kemmañ] E respet er politikerezh
E 1980 e tiviz tremen eus ar sindikaderezh d’ar politikerezh, ha diazezañ Strollad al labourerien, awenet gant kelennadurezh Trotski, d’ur c’houlz ma oa ar jeneral João Figueiredo o prientiñ ar vro tamm-ha-tamm d’an distro d’an demokratelezh.
E 1982 e laka e anv evit ar wech kentañ da vezañ gouarnour Stad São Paulo. Da c’houde e komañs sevel e rouedadoù levezon dezhañ e-unan dre lakaat dilenn pe envel stourmerien eus e strollad en tiez-kêr, er parlamant hag e metoù ar Stad.
E 1985 eo rediet ar jeneral João Figueiredo da guitaat ar galloud gant manifestadegoù bras-divent. Dilennet ez eus un den disousard, Tancredo Neves, da brezidant ar republik, met mervel a ra 4 miz war-lerc’h an dilennadeg. Ar besprezidant José Sarney a gemer e blas, lakaat a ra war ar vro ur politikerezh strizh e-keñver an armerzh ha krouiñ ur moneiz nevez evit klask derc’hel war ur monc’hwez a ya d’ar pimperlamm, betek 1000 % e 1989.
E 1986 eo dilennet da gannad er C’hendalc’h.
D’ar 5 a viz Here 1988 e touger ur vonreizh nevez, demokrateloc’h eget hini 1969. Staliañ a ra ur renad prezidantel hag ar mouezhiañ hollek gant ar redi da votiñ. Diazezañ a ra ur Sened (81 senedour dilennet evit eizh vloaz), hag ur Gambr an Deputeed (503 depute dilennet evit pevar bloaz).
E miz Kerzu 1989 emañ an dilennadegoù demokratel kentañ abaoe tregont vloaz. Evit ar wech kentañ e laka Lula e anv da vezañ prezidant ar republik. Divizout a ra cheñch e neuz d’an dro-se, evit kaout muioc’h a chañs d’ober berzh : tailhañ a ra e varv, lakaat dresañ e zent. Koulskoude e koll gant Fernando Collor de Mello, ha dont a ra hennezh da vezañ kentañ prezidant ar Republik braziliat dilennet gant ar bobl evit gwir.
E 1992 emeur gant un argerzhad terriñ ar prezidant Fernando Collor de Mello eus e garg. Tamall a reer dezhañ bezañ bet goubrenet. Ar besprezidant Itamar Franco a gemer e garg.
E 1994 e laka Brazil ur steuñv strizh da dalvezout e-keñver an armerzh evit talañ ouzh dilerc’hioù an enkil er bed. Mont a ra Lula war ar renk a-benn un eil gwech da vezañ prezidant. Dilennet eo Fernando Henrique Cardoso da brezidant ar Republik gant 54,3 % eus ar mouezhioù eztaolet, pa oa 27 % evit Lula.
Etre 1995 ha 1996 ez eus emgannoù feuls etre ar berc’henned douaroù hag an dud dizouar. Ar prezidant Fernando Henrique Cardoso a ra adingalañ 1000 km² douaroù eus an domanioù prevez pinvidik evit o reiñ da dremen 3600 a familhoù paour.
E 1998 ez a Lula war ar renk evit bezañ prezidant a-benn un trede gwech, met trec’het eo kerkent hag an dro gentañ, abalamour da vrud vat ar gouarnamant kozh, da stad vadik armerzh Brazil ha marteze a-walc’h abalamour d’e brezeg politikel zo bet kavet re grenn.
[kemmañ] Luís Inácio da Silva, prezidant ar republik
D’ar 27 a viz Here 2002 eo dilennet Lula da brezidant ar republik. Eñ eo kentañ prezidant ar republik eus an tu kleiz e Brazil. Evitañ da veuliñ an demokratelezh perzhiañ arnodet e Porto Alegre, ne zistro ket war strizhder budjed ar bloavezhioù a-raok, lakaet da dalvezout gant Henrique Cardoso, hag asantiñ a ra da reolennoù an FME.
Pa oa aet Lula en e garg, d’ar 1añ a viz Genver 2003, en doa disklêriet en e brezegenn gentañ : « Ar cheñchamant, setu aze hor ger-stur (...) Trec’het eo bet an aon gant ar spered, divizet he deus hor c’hevredigezh e oa poent mont gant un hent nevez ». Hogen gouzout a ouie e vije diaes lakaat e raktresoù da dalvezout hag en em gavout tal-ouzh-tal gant ar spi en deus lakaet da ziwanañ er re o doa harpet anezhañ hag o deus c’hoant da gaout a bep seurt traoù digantañ, postoù labour, skolioù, gwarez sokial evit an holl, p’emañ sammet ar vro gant an dle publik ha diavaez ken ne c’hall ket ober netra ken.
Pa oa brudet mat e-touez an dud en doa klasket Lula kenderc’hel ar politikerezh goulennet gant an FME da gentañ, e-ser stourm a-gevret gant Arc’hantina evit ma vefe souplaet. Dibabet en doa Antonio Palocci da gentañ ministr, anezhañ ur stourmer trotskour kozh hag en deus gouezet treiñ ouzh armerzh ar marc’had, a-benn reiñ fiziañs e Brazil ha sachañ ar postadurioù estren o doa gouzizet a 22 viliard a zollarioù SU gant an aon rak Lula.
Koulskoude, e-touez dalc’hidi Strollad al labourerien kenkoulz hag e favelaioù an Nordeste hag el labouradegoù, e krog an dud da goll pasianted, da gaout disfiz. Setu e teu war wel an emsavioù kentañ er gevredigezh, kaset en-dro gant Luskad al Labourerien Diloj ha Luskad ar Gouerien Dizouar. A-benn fin ar bloavezh 2003 e oa kalz a dud o soñjal e oa poent da Lula kemer war e chouk ar pezh en doa prometet da-geñver an dilennadegoù.
A-benn fin 2003, tizhet ha tremenet zoken ar palioù lakaet gant an FME, Lula a gemenn eo fin d’ar strizhder, hag e vo 2004 ur bloavezh gwelloc’h evit an holl Vraziliz (lavaret a ra, e-touez traoù all, e vo krouet ur c’horvoder izek evit an holl e 2005).
Gant adlañs an armerzh o kreñvaat e Brazil e fin c’hwec’hmiziad kentañ 2004, gant kresk ar c’henderc’hadur greantel, digresk an dilabour ha 3,5 % a gresk diawelet a-benn 2004, e kresk brud vat Lula hag e ouarnamant. (58,1 % eus an dud a-du gant Lula).
En hañv 2005 eo gwallgaset brud ar prezidant pa ziskulier meur a oberiadenn arc’hant sevenet gant tud nes dezhañ. Kefioù du, tud anvet evit plijout dezho, arc’hant gwennet marteze, kement-se a vefe bet implijet e-sell da zilennadegoù pe evit kaout harp war poentoù zo. Diwar vremañ e rank talañ ouzh kudennoù a denn da derzhienn ar chatal. Abalamour da se ez eus bet berziet enporzhiañ kig eus Brazil e meur a vro.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Roll prezidanted Brazil
- Prezidantelezh Luís Inácio da Silva
[kemmañ] Liammoù diavaez
- « Amañ emañ an amzer da zont dija » (Diviz gant Félix Guattari e 1982)