Mangup
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Mangup ( ukraineg Мангуп, rusianegМангуп, tatareg KrimeaMangup), anvet ivez Mangup Kale a a ur c'hreñvlec'h istorel lec'hiet war un uhelgompezenn e Krimea, war du ar reter eus Sevastopol. Doros e oa anvet e-pad ar c'hrennamzer, diwezhatoc'h e rojod an anv kipchakek Mangup dezhañ.
E-pad an trede kantved e voe diazezet ar gêr ha mogeriet e voe gant Justinian I e-pad ar VIPatrom:Evt kantved. Gant goted Krimea e oa annezet dreist holl ha da greizenn o friñselezh emrenn e yeas. Aloubet e voe gant ar C'hazared e deroù ar VIIIvet kantved ha kreizenn un emsavidigezh c'hwitet bleiniet gant Yann Gotia e voe.
Sujet e voe priñselezh Doros da impalaerezh Bizañs adalek an IXvet kantved betek an XIvet kantved. Neuze e kouezhas dindan aotrouniezh Impalaerezh Kiev hag ar c'hevreat Kipchak. Gwallaozet e voe gant ur c'hren-douar e-pad an XIvet kantved met dont a reas a-benn da virout e emrennigezh e-pad aloudabeg vongol Krimea.
Er XIVvet kantved e voe Mangup kêrbenn Priñselezh Teodoros, ur riez kevreet gant Impalaerezh Trebizond. E diernelezh, ar Gabras, a oa kerent eus impalaerien Trebizond. E fin ar XIVvet kantved e tivroas ur skour eus ar familh da Rusia lec'h ma tiazezas Manati Simovov. Kemm a rejont o anv da C'holovin ha da deñzorieren herezel Moskovia e yejont.
E 1475 e kasas Stefan III eus Moldavia e vreur-kaer Alexander Gabras da erlec'hiañ priñs Mangup a oa aet da waz an Otomaned. E miz mae an hevelep bloaz e aloubas ar jeneral otoman Gedik Ahmet Pasha Kafa ha sezizañ a reas Mangup e fin ar bloaz. Kouezhout a reas ar gêr goude pemp miz a seziz. Lakaet dar marv e voe ar priñs hag e vibien tra ma voe kaset e wreg hag e verc'hed d'un harem. Tra ma oa bet staget peuurest Krimea ouzh Kanat Krimea e chomas Mangup un darn eus an impalaeriezh otoman.
Diskarr a reas ar gêr goude hec'h aloubidigezh. Mont kuit a reas ar wraizon durkat e 1774 hag annezidi diwezhañ ar gêr (ur gummuniezh vihan a garaimed) a zilzeas anezhi war-dro 1790.