Manul
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() O. manul
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Otocolobus | ||||
Anv skiantel | |||||
Otocolobus manul Pallas, 1776 |
|||||
|
Ar manul (Otocolobus manul, pe Felis manul) pe kazh Pallas a zo ur c'hazh gouez bihan (60 cm gant ul lost a 10 cm) eus Kreiz-Azia. Melenndu eo gant barrenoù du na vez ket gwelus atav en-abeg da devder ar blevad.
Disheñvel eo a-walc'h eus ar c'hizier arall, ar pezh en-deus lakaet ar vevoniourien d'e renk en in iserentiad : ar felinae. E c'harioù a zo berr hag e gorf tagos. Tev ha hig eo e vlevad ha kemm a ra hervez amzer ar bloaz. Da c'hrisoc'h e ya e-pad ar goañv. Abalamour d'e zremm plaen a-walc'h e kreder gwechall e oa hendad ar c'hazh persiat.
Er stepoù Azia e vev betek 4000 m. Un aneval-noz eo ha hemolc'h a ra skrignerien, pikaoù hag evned. Evit e greoñ e oa hemolc'het met gwrarezet eo hiziv e darn vrasañ e annez.
[kemmañ] Rummouriezh
Perc'hennañ a ra an amul d'un iskerentiad ispisial, ar felinae. Bez ez eus tri isspesad :
- Otocolobus manul manul, Mongolia, Sina ar c'hornôk
- Otocolobus manul ferruginea, Iran, Kazakhstan, Kyrgyzstan, Turkmenistan, Uzbekistan, Tajikistan, Afganistan, Pakistan
- Otocolobus manul nigripecta, Kachmir, Nepal, Tibet