Maoris Ar C'hollo
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur beleg broadelour eus eskopti Kemper eo bet Maoris ar C'hollo (Maurice Colleau) ganet e 1921 ha marvet e 2003.
[kemmañ] Red-buhez
Goude ar brezel e voe lakaet da gure e parrez Skrigneg, hini Yann-Vari Perrot, a oa bet person eno. Diwar hengoun hemañ a-hend-all, e oa Maoris ar C'hollo deuet da vezañ ur broadelour eveltañ, en un amzer ha ne oa ket aes diskouez hag embann mennozioù a seurt-se ; dindan ur golo en doa goulennet digant Youenn Olier kas ar gelaouenn "An Avel" e 1945. Lakaet da gure en Edern ha Loperc'hed ez eas da berson Lambêr, tost d'e barrez ginidik, Plouarzhel. Diaezet gant ar gizioù nevez a oa bet degaset el liderezh hag er baskouriezh da heul adreizhoù ar Goursened diwezhañ, Vatikan II, er C'hwec'hkogn da vihanañ, ha diaezet ivez gant an disfiz a vaged en e eskopti ouzh ar v-broadelouriezh vrezhon a oa bet difennet gantañ a-hed e vuhez hag a-vihanik, koulz lavaret, evel ma plije dezhañ kontañ, en em dennet en doa e ti-retred ar veleion e Keraodren, e Brest. Diwar-neuze e kemeras perzh a-zevri e buhez Oaled Sant Erwan Brest, er gelaouenn Imbourc'h ha er bodedegoù miziek "Kristenion Breizh" a voe ur broud evitañ da skrivañ.
[kemmañ] Oberennoù
* "Misionoù e Breizh er seitekvet kantved" a zeuas er-maez e 1983.
* "Teologiezh an Dieubidigezh" , niv. 189 Imbourc'h 1984. Ar studiadenn-se a c'hoarveze evit darn eus un droidigezh diwar an destenn embannet gant "ar c'henstrollad sakr evit kelennerezh ar Feiz". Pouezus a-walc'h eo an diell-mañ diouzh m'en doa klasket krouiñ ur yezh o klotañ gant an destenn orin, evit darn amprestet digant Kis-Saded, dre ar gelaouenn Imbourc'h hag evit ar peurrest, tro pe dro, ijinet ha kinniget gant ar skrivagner e-unan ; hemañ, padal, a oa ur brezhoneger a-vihanik, hag a glaske chom an eeunañ ar gwellañ. Gwevn ha sklaer eo ivez ereadurezh e yezh en oberenn-mañ.
Dielloù diembann :
- Un diell hir e galleg a zivout ar gwir o deus ar vrezhonegerion e dibenn en XXIvet kantved, e-keñver ar feiz kristen, da genderc'hel da gaout skoazell an Iliz en o yezh. Morse ne dizhas kaout a respont digant e eskob daoust d'e c'houlennoù.
- Jeremiaz a voe troet gantañ e strollad troidigezh ar Bibl en-dro da v-Maodez Glanndour (diwar ar Bibl gresianek).