Marc'h-houarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar marc'h-houarn a zo ur sport redadegoù anezhañ hag a vez graet pe war hentoù bras pe war redlec'hioù a-ratozh, e stumm un dro serr anezhe, pe war tachennoù a bep seurt. Anat eo e vez graet gant marc'hoù-houarn a jaoj kentoc'h doc'h un dachenn evit eben. Setu perak eh eus marc'hoù-houarn evit ar redadegoù war hentoù, skañv anezhe, re 'rall rustoc'h evit moned a-dreuz ar parkeier, ar minotennoù pe ar ribinoù, re 'rall kempennet evit foetiñ hentoù a-dennadoù hir (gant gouleier ha seier).
[kemmañ] Marc'h-houarn war hentoù
Meur a stummoù redadegoù a zo, re gant meur a dennadoù (Tro Bro-C'hall, Tro Bro-Spagn -Vuelta-, Tro-Italia -Giro-, Tro ar Dauphiné, ....), re gant un tennad nemetken (evel Grand Prix Ploue, pe Milan-San-Remo, pe Tro Bro-Flandrez), re gant ar redourien o-unan penn en enep d'ar c'hronometr (pe e-barzh ur baread tud a vez muzuliet an amzer a-zoc'h an hani diwezhañ anezhe).