Margay
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() L. wiedii
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Leopardus | ||||
Anv skiantel | |||||
Leopardus wiedii Schinz, 1821 |
|||||
|
Ar margay (Leopardus wiedii, pe Felis wiedii) a zo ur c'hazh gouez eus kreiz ha su Amerika. Er c'hoadegoù glaviek a gaver anezhañ ma hemolc'h gantañ e-unanik evned ha marmouzien. Daouast ma kreded gwechall e oa gloazus e kav hiziv an IUCN n'eo ket kinniget.
Heñvel a-walc'h ouzh an oselo eo ar margay, met un tamm berroc'h eo e benn. E lost a zo hiroc'h hag ar merkoù warnañ a zo disheñvel. Muzuliañ a ra ar piri etre 60 ha 80 cm gant ul lost a 50 cm. Bihanoc'h eo ar barrezed, ne zibaseont ket 60 cm hag o lost a vuzul war-dro 40 cm. Pouezañ a reont etre 2 ha 4 kg.
Pignat a ra ar margay kalz gwelloc'h eget an oselo. Tra m'hemolc'h hemañ war an douar e c'hell ar margay tremen e holl vuhez er gwez. Unan eus daou gazh gouestl da ziskenn deus ur wezenn gant e benn war-du an traoñ.
[kemmañ] Ispesadoù
- Leopardus wiedii wiedii, reter ha kreizBrazil, Paraguay, Uruguay, norzh Arc'hantina
- Leopardus wiedii amazonica, kornôg Brazil,diabarzh Peru, Kolombia ha Venezuela
- Leopardus wiedii boliviae, Bolivia
- Leopardus wiedii cooperi, norzh Mec'hiko
- Leopardus wiedii glaucula, kreiz Mec'hiko
- Leopardus wiedii nicaraguae, Honduras, Nicaragua, Costa Rica
- Leopardus wiedii oaxacae, su Mec'hiko
- Leopardus wiedii pirrensis, Panama, Colombia, Ecuador, Perou
- Leopardus wiedii salvinia, Chiapas, Guatemala, El Salvador
- Leopardus wiedii yucatanica, Yucatán