Mart ar pin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() M. martes
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Mustelidae | ||||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||||
Genad : | Martes | ||||
Anv skiantel | |||||
Martes martes Linnaeus, 1758 |
|||||
|
Mart ar pin (Martes Martes) a zo ur c'higdebrer bihan eus kerentiad ar Mustelidae. An hevelep ment hag ur c'hazh-ti en deus. Muzuliañ a ra war-dro 53 cm gant ul lost blevek a 25 cm ha pouezañ a ra war-dro 1,5 kg. Brasoc'h e vez ar pared eget ar parezed. Gell eo e vlevad ha stankañ a ra e-pad an hañv. Un tarch gwenn en deus war e c'houzoug.
Er c'hoadegoù e kaver anezhañ dreist holl. Annezañ a ra e gwez kleuz pe e strouezh.Skiltroù dam-guzh en-deus, ar pezh a ro tro dezhañ da bignat en un doare aes er gwez ha da hemolc'hiñ enno. Mat e kerzh war an douar ivez, avat. E-pad an noz hag ar serr-noz e vez oberiant dreist holl. Divskouarn bihan ha ront ha dent lemm en-deus. Debriñ a ra bronneged vihan, evned, amprevaned, rane ha gagnoù. C'hoarvezout a ra ivez en em vagañ gant frouezhioù, vioù ha mel.
Un aneval tachennadel eo mart ar pin. Merkout a ra e dachennad dre lakkaat e von war he bevenn.
Hemolc'het eo gant an erer ha wechoù'zo gant al louarn ruz met dreist holl gant and den:dud evit e greoñ mat tre e berzh. Kinniget eo ivez gant distrujadur e annez.
Galloud a ra mart ar pin bevañ 18 bloavezh en erreoù met war-dro 10 bloavezh hepken en natur. E oad gour a dizh war-dro 2 pe 3 bloaz . E mizioù meurzh pe ebrel e vez ganet ar venned (etre 1 ha 5) goude un dougen ag ur miz. Pouezañ a reont 30 g ha ne yeont er-maez eus o douarenn e miz even hepken.