New Immissions/Updates:
boundless - educate - edutalab - empatico - es-ebooks - es16 - fr16 - fsfiles - hesperian - solidaria - wikipediaforschools
- wikipediaforschoolses - wikipediaforschoolsfr - wikipediaforschoolspt - worldmap -

See also: Liber Liber - Libro Parlato - Liber Musica  - Manuzio -  Liber Liber ISO Files - Alphabetical Order - Multivolume ZIP Complete Archive - PDF Files - OGG Music Files -

PROJECT GUTENBERG HTML: Volume I - Volume II - Volume III - Volume IV - Volume V - Volume VI - Volume VII - Volume VIII - Volume IX

Ascolta ""Volevo solo fare un audiolibro"" su Spreaker.
CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Mikhail Bakounin - Wikipedia

Mikhail Bakounin

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Taolenn

[kemmañ] Mikhail Bakounin (1814-1876)

[kemmañ] E yaouankiz

Ganet eo Mikhail Bakounin d’an 8 a viz Mae 1814 e Priamoukhino (rannvro Tver, e Rusia), en ur familh eus an noblañs vihan. Chom a ra er ger betek e 14 vloaz. Kaset e vez neuze gant e dad da skol an artilheri e Sant-Petersburg. Laouen eo da gentañ Mikhail o tañvañ gant ur vuhez nevez met buan e kav pouner aergelc’h ar c’hazarn ha ne soñj nemet d’un dra: tec’hout kuit. Un nebeut bloavezhioù war-lerc’h en ra evit gwir. Fuloret eo an tad pa oar ez eo tec’het e vab kuit.

Diviz a ra Mikhail studiañ e Skol-Veur Moskva, enno e gej gant Herzen hag Ogarev (prederourien poblelour ha sokialour) Sant-Petersburg. Bakounin n’eo ket reoliek tre en e labour met dedennet eo kenañ gant ar brederouriezh alaman. E 1840 ez a Bakounin da v-Berlin, gant skoazel Herzen, evit studiañ prederouriezh Hegel. Mont a ra da gentelioù Werder, kelenner war preder Hegel. Evel Marx hag Engels egaso ar brederouriezh-se war an dachenn sokial ha diwezatoc’h war hini an dispac’h. Kregiñ a ra Bakounin da zaremprediñ gant ar bodadoù demokratel, polis kuzh an Tsar a vez neuze war e seulioù. Diviz a ra Bakounin mont e Suis da bellaat ouzh ar spierien. Da c’houde, e 1844, ez a da Bariz e lec’h ma gej gant Marx hag Engels, daremprediñ a ra an alamanted hag ar boloniz harluet, ha dreist-holl e ra anaoudegezh gant Proudhon. Levezonet tre eo Bakounin gant preder Proudhon. Er vloavezhioù da heul e dremen Bakounin e amzer da gaozeal ha da dabutal er bodadoù ha kelc’hioù demokratel e Pariz. Goulennet e vez digantañ gant ar Boloniz Yaouank prezegenniñ e koun an dispac’h polonad. Koust a raio dezhañ ar brezegenn-se, goulennet vez gant kannati Rusia e vefe skarzhet eus Bro-C’hall, mont a ra neuze da repuiñ e Belgia. War ar stoc’h E 1848 e vez sten an traoù dre Europa a-bezh, an dispac’h a grog un tamm e pep lec’h, e miz C’hwevrer e grog an dispac’h e Pariz, Bakounin a tistro enno. Dibuniñ er straedoù, sevel stoc’hoù, tennañ war ar soudarded, entanet eo Bakounin gant an aergelc’h-se. Skrivañ ra Bakounin er gazetenn "la Réforme", ennañ e tiskler: « faezhet e vo an dispac’h, ma n’a ket ar rouaned diwar wel dre Europa a-bezh ». Hervezañ eo ret d’an holl broadoù en em zizober diouzh o mac’hommerien. Da c’houde ez a Bakounin da Vro-Bol e-lec’h m’emañ ar bobl o n’em sevel. Flastret eo an emsavadeg enno. Mont a ra neuze e Praha evit kemer perzh er bodad panslav e miz Even. Freuz ha reuz a zo e kêr e keit ar bodad-se. Mont a ra neuze Bakounin e Dresden e 1849, emsavet eo ar ger, kas a ra an emsavadeg war raok , met trec’het eo an emsavidi.


[kemmañ] En toull-bac’h

Stlapet eo Bakounin en toull e lec’h ma chom betek e prosez e 1850. Kondaonet eo d’ar marv met cheñchet eo ar c’hastiz: labourioù peurbad az aio gantañ a-benn ar fin. Aostria ha Rusia a c’houlenn kaout anezhañ, gouarnamant Saks a ro anezhañ d’an aostrianed ha kaset e vez da Rusia e miz Mae 1851. Distro eo Bakounin da Rusia, daoust ma n’en doa ket c’hoant mont eno ken. Toullbac’het eo e kreñvlec’h Pêr-ha-Paol. Enno e skriv ul lizher d’an Tsar evit bezañ dieubet. Kaset e vez da Siberia e 1857. E 1861 e tec’h kuit, tremen a ra dre Japan, Los Angeles ha New York hag en em gavout ra e Londrez e fin ar bloavezh.


[kemmañ] An distro

Ur wech distro e skriv Bakounin d’e gamaladed dispac’hourien 1848. E 1863 e vez un emsavadeg nevez e Bro-Bol, mont a ra Bakounin enno ha klask a ra kas youlidi betek enno, goude beajoù arvarus da Sweden e diviz paouez gant dieubadeg ar bobloù slav. En em staliañ a ra e Suis adare ha kemer perzh e ra en un emsavadeg e Italia e 1864. E 1865 e grou ar Breuriezh etrevroadel, kevredigezh kuzh evit difenn al labourerien. An diveliouriezh Evit Bakounin n’eus ket tu e kaout a Doue, ne glot ket gant Frankiz mab-den. « Mard eus eus Doue an den a zo ur sklav, hogen an den a c’hell hag a dle bezañ dieub, neuze n’eus ket eus Doue.» Evitañ ar stad a zo “un aozadur istorel, tremeniad ur stumm diouzh ar gevredigezh”. Kejan a ra Bakounin gant Marx e Londrez ha gant Proudhon e Pariz. Desachet eo gant mennozhioù Proudhon. Dont a ra da vezan un diveliour. Skrivañ ur ra ur c’hatekiz dispac’hel hag a zo un doare programm evit ar Breuriezh etrevroadel en destenn-se e tiskler splann Bakounin e mennozhioù diveliour : en a zo a enep d’an holl sujidigezhioù, arme, stad, Iliz, relijion, justis, polis… E 1867 ez a Bakounin da emvod-meur al « Ligue de la paix et de la liberté » e Geneva. Eno e gej gant James Guillaume hag a teuio da vezañ e diskib. Krouet vez Kenemglev etrevroadel an demokratelezh sokialour gant Bakounin, an aozadur-se a vo lodenn foran ar Breuriezh etrevroadel. Palioù ar c’henemglev-se a zo : kevatalder ekonomikel ha sokial, diskar ar renkadoù... Ger-stur Bakounin a zo : Sokialouriezh, Kevredelezh, Eneprelijionelezh. E 1868 en emezeliñ ra Bakounin en AEL (Aozadur Etrevroadel al Labourerien) ha da c’houde ar c’henemglev a gendeuz gant an AEL. E-barzh an AEL e vez jeu buan etre Marx ha Bakounin. N’eo ket un emgannig personnel etre daou den met ur gudenn a deoriennoù an hini eo, Marx a zo beliour, c’hoant en eus unaniñ hag urzhiañ ar broletaerien ha rein ar galloud dezho dindan stumm un diktatouriezh. E emvod-meur Basel (1869) e teu war-wel gwelloc’h c’hoaz an difoc’hoù ideologel etre Marx ha Bakounin. Daou du a vez neuze en AEL hag en em chikanañ a reont en un doare mezhus : kunujennoù, lizhiri kuzh… E 1870 e vez trec’het armeoù Napoleon III e Sedan gant prusianed Bismarck. Diskleriet eo ar Republik. Mont a ra Bakounin e Lyon, mont a ra da welet al labourerien ha goulenn a ra diganto en em sevel. D’an 28 a Gwengolo1870 e dap an Ti-Kêr gant sikour dispac’hourien gall. Hogen ne teu ket a-benn da aozañ ar c’hentañ stumm a gomun-se, prezegenniñ a ra e-pad eurvezhioù war perzhioù ar stad hag adtapet eo an Ti-Kêr gant ar vourc’hizien. Skarzhet eo Bakounin da Vro-Suis en-dro. Eno e vo pa c’hoarvezo Komun Pariz e 1871, n’hall ket Bakounin mont betek Pariz, met adkemeret eo lod euse teoriennoù gant ar broletaerien parizian: n’eus ket a arme ken, dilennet vez ar c’hargidi, savet vez kevredelezhioù, meret vez traoù a gevret... E-pad ar mare-se e skriv ul levr flemmus diwar-benn impalaeriezh Prus : l'Empire knoutogermanique. E Italia eo bet barnet fall ar gomunarded gant ar republikan Mazzini, Bakounin a respont dezhañ en ur skrivañ pennadoù e kazetennoù. Berzh e ra mennozhioù Bakounin, gounez a ra an tabut, muioc’h- muiañ a labourerien italian en emezel en AEL. Levezon an diveliourien a gresk ivez en AEL, Marx a glask herzel outo mont war raok, a-benn ar fin e vo echu baleadenn Bakounin a-gevret gant an AEL e emvod-meur Den Haag 1872. Bakounin ha James Guillaume a zo skarzhet diouzh an AEL, ha sez an aozadur a zo lakaet e New-York (daou vloaz goude ez aio diwar wel da vat). Bakounin a grou neuze eun Etrevroadel diveliour, e gamaladed a zo bodet er gevredelezh jurasian, kalz a levezon o deus e mennozhioù e Europa ar c’hreisteiz: Katalunia, Italia, Spagn... E kontrol a sokialourien hag a glask en em vodañ en ur strollad urzhiet, an diveliourien a gav gwelloc’h ar stourmoù hinienel pe ar c’hevredelezhioù. C’hoant o deus seveniñ un dispac’h a enep ar Stad Bouc’hiz, lod anezho a dro war-du ar gwalldaolioù pe laerezh ar re pinvidik... Reizh eo laerezh d’al laer... Ar pec’heniezh prevez a zo laeroñsi... Sed aze luganioù an diveliourien. E 1873 en em gav kozh Bakounin ha kuitaat a ra ar c’hevredelezh jurasian. E 1874 e glask seveniñ un emsavadeg e Bolonia met diskoachet eo an taol gant ar polis ha ne vo ket tu da Vakounin mervel evel m’en doa c’hoant : en e sav war ur bardell. Bevañ a ra bloavezhioù diwezhañ e vuhez etre Suis hag Italia, troc’het diouzh ar vuhez politikel. Mervel a ra Bakounin e Bern d’ar c’hentañ a viz Gouere 1876. Gant e stourm politikel hag e labouriou teorikel ez eo Mikhaïl Bakounin unan eus tudennoù pennan an diveliouriezh etrevroadel. E levrioù, hag a zo daveoù evit an diveliourien, a zo niverus, en o zouezh: Dieu et l’État (1871), la Commune de Paris et la notion de l’État (1871), l’État et l’Anarchie (1873) ...

Static Wikipedia (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2006 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia February 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu