Modh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Modh a vez graet eus un nyat (kumuniezh) marc'hadourien (bania) genidik e penn-kentañ eus Modhera e Stad Gujarat en Xvet-XIvet kantved.
Un nebeud Modhed vrudet
- Acharya Hemachandra (1089-1172), kuzulier Chalukya Kumarpal
- Bhattaraka Kumudachandra eus Bardoli eus Mulasangh, bet o ren etre 1599 ha 1630.
- Mahatma Gandhi
- Dhirubhai Ambani, krouer Reliance, brasañ embregerezh prevez India
Hindoued Vaishnava eo ar Vodhed pe, a-wechoù, Jained. Dre m'eo digresket an niver a Vodhed jain er c'hantvedoù diwezhañ o deus kavet bod e kumuniezh jain an nav-nat.
Kuzulier speredel mamm Mahatama Gandhi a oa ur manac'h jain Becherji. Diwar e intrudu eo ma c'houlennas mamm Gandhi ouzh he mab prometiñ chom hep debriñ tamm kig ebet e Bro-Saoz, a-benn ma c'hallfe-hi reiñ hec'h asant dezhañ da vont di da studiañ ar gwir.