Ouragan bras 1780
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
colspan="2" style="background: #{{Liv korventenn}};"| Kelc'hwidenn drovanel
|
|
---|---|
[[Skeudenn:{{{lec'h skeudenn}}}|240px|center|{{{anv skeudenn}}}]] {{{anv skeudenn}}} |
|
Stummet | 10 Here, 1780 ? |
Steuziet | 19 Here, 1780 ? |
Avelioù kreñvañ | Dianav |
Gwask izelañ | Dianav |
Freuz | Dianav |
Hollad a re varv | 22 000 war-eeun (Marvusañ ouragan er meurvor atlantel biskoazh) |
Takadoù gwastet | Antilhez Vihan, Florida, Georgia (moarvat takadoù all, re nebeut a ditouroù) |
Darn eus koulzad ouraganoù 1780 |
Patrom:Qif
Sellet e vez ouzh Ouragan bras 1780 evel ouzh ar gelc'hwidenn drovanel marvusañ bet biskoazh er meurvor atlantel. E-tro 22 000 a dud a gavas o marv pa voe freuzet-lip Martinik, Sint Eustatius ha Barbadez etre an 10 hag ar 16 Here [1]. Miliadoù a dud a varvas war vor ivez.
Taolenn |
[kemmañ] Ar gorventenn
Skoet e voe ar mor Karib e-kreiz an Dispac'h amerikan. Ker e voe ar priz paeet gant lestrazoù Breizh-Veur ha Frañs a oa o keveziñ o-daou a-benn chom mestr war an takad. Strewet ha gwallgaset gant ar gorventenn e voe lestraz an amiral breizhveuriat George Rodney, a oa o treizhañ etre New York hag an Antilhez. En em gavet e Barbadez e kavas an amiral e oa bet graet peñse gant eizh diwar an daouzek lestr-brezel en doa laosket war e lec'h hag e oa marvet an darn vrasañ eus ar vartoloded e bourzh.
Ouraganoù marvusañ ar Meurvor Atlantel | |||
---|---|---|---|
Renk | Ouragan | Bloavezh | Tud varv |
1 | "Ouragan bras" | 1780 | 22 000 |
2 | Mitch | 1998 | 9000 – 18 000 |
3 | "Galveston" | 1900 | 8000 – 12 000 |
4 | Fifi | 1974 | 8000 – 10 000 |
5 | "Republik Dominikan" | 1930 | 2000 – 8000 |
Pennad pennañ : Roll an ouraganoù marvusañ er Meurvor Atlantel |
An ergerzher kaset di da c'houde evit priziañ ar reuz a gavas e oa chomet daou zevezh-pad ar gorventen war al lec'h. Ken bras e oa ar reuz ken ma kavas d'an ergerzher, e gaou, e oa bet ur c'hrenn-douar war un dro gant ar gorventenn. Peuzskubet e oa bet an enezenn. Dousennadoù a vigi pesketa a vankas distreiñ. Kement familh war an enez, koulz lavaret, a gollas unan kar e-pad ar gorventenn.
[kemmañ] Korventennoù 1780
Dibar eo bet koulzad ouraganoù 1780 pa c'hoarvezas tri ouragan a voe pennkaoz da marv 1000 den pep hini anezho da nebeutañ. An tri anezho e-kerzh miz Here. [2]
1780 a voe ur bloavezh rekord evit an Tarchoù heol, abaoe kantvedoù. E-pad kelc'hiad dreistuc'hek an heol e-tro 1775-1785 e c'hoarvezas un niver uhel ha divoas a gorventennoù - 3 war an dek vrasañ, 6 war ar 25 ouragan marvusañ renablet er pevar c'hantved a-raok. [3]. Goude-se, ne vo ket adkavet un niver ken bras a darchoù produet gant an heol a-raok begoù kelc'hiadoù 1958, ha 200-2002, al live hollek uhelañ gant an obererezh heolel en ur ober kantadoù a vloavezhioù. [4].
E-touez ar c'horventennoù marvus-tre all er meurvor atlantel emañ an Ouragan Mitch hag Ouragan Galveston 1900; A-benn keñveriañ, e voe lazhet nebeutoc'h eget 2000 a dud gant an Ouragan Katrina.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Roll ar c'helc'hwidennoù trovanel heverk
- Roll ouraganoù heverk er Meurvor Atlantel
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Ar c'helc'hwidennoù trovanel marvusañ en Atlanteg, 1492–1996, gant Edward N. Rappaport ha Jose Fernandez-Partagas
- Natural Disasters: Hurricanes, gatn Patrick J. Fitzpatrick, ABC-CLIO Inc. 1999, ISBN 1576070719