Pêr Morvan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bet eo ganet Pêr Morvan, anvet ivez Pierre Morvan, e Pempoull e 1953. Dibab a ra mont da labourat a ra en ti-post. Ezel oberiant eus an UDB eo abaoe 1978. E 1983 eo anvet kuzulier-kêr hag adarre e 1989. Kentañ eilmaer eo deuet da vezañ e 1995. Abaoe 2001 hag ar cheñchamant muianiver en ti-kêr eo kuzulier-kêr eus an tu enep. Lañset en deus Gouel ar c’hanaouennoù mor ha chomet eo prezidant ar gevredigezh. Dedennet eo Pêr Morvan gant sonerezh ar vro ha derc’hel a ra ar rubrikenn Selaouit e kelaouenn an UDB abaoe ar bloavezhioù 80.
[kemmañ] Mammennoù
- Pobl Vreizh, niv. 501, Here 2005