Paul Sérusier
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Paul Sérusier, livour gall, bet ganet e Pariz e 1863, marvet e Montroulez e 1927. Livour post-impresionist eo bet a-raok sevel ha kas en dro an emsav anvet an"Nabied" (ar pezh a dalvez kement hag "ar Brofeded" en hebraeg).
E Breizh eo ma kav e hent ha ma ya ar pellañ evit kavout e dro-livañ : e Pont-Aven da gentañ e-lec'h ma tarempred arzourien all, evel Gauguin, ha da c'houde e Kastell-Nevez-ar-Faou hag en Uhelgoad.
[kemmañ] E oberennoù
- Natur divuhez ar c'horz-dour, 1904, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, An Havr Nevez
- Gouel Maria Veurzh, 1905, Mirdi Gwengamp
- Ar bod lostik, 1905, Mirdi Gwengamp
- Adorañs an Tri Roue hag ar Verzherien, 1905, Mirdi Gwengamp
- Menez ar Pupli, 1907, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, An Havr Nevez
- Ar Merzher Corydon, 1913, Mirdi an Arzoù-kaer André Malraux, An Havr Nevez
- Eve Bretonne ou Mélancolie, 1914, Mirdi Orsay, Pariz
- Badeziant ar C'hrist, 1915, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
- Ar C'hroazstagañ, 1916, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
- An Dasorc'hidigezh, 1917, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou
- Gouel Maria Hanter Eost, 1918, Iliz-parrez sant-Juluan, Kastell-Nevez-ar-Faou