Peig Sayers
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Peig Sayers (1873-1958) a oa ur skrivagnerez iwerzhonat hag a oa ganet e Dún Chaoin (Dunquin e saozneg), ur gêr vihan e kontelezh Ciarraí (e mervent Iwerzhon). Aet e oa da chom d'an enezeier Blasket goude bezañ bet eurejet gant Pádraig Ó Gaoithín, a oa ganet war an enezenn-se. Peig ne oueze na skrivañ na lenn anezhi. Koulskoude he deus lakaet Seosamh Ó Dálaigh (a laboure evit an Irish Folklore Commission) da skrivañ kalz eus ar c'hontadennoù a oueze. Chomet ez oa Peig Sayers war an enezenn betek ar bloaz 1953: neuze e oa aet kuit an holl dud diwarnezhi pezeogwir ez oa aet niver an dud war an digresk re. Kaset ez oa bet Peig d'un ospital e An Daingean (kontelezh Ciarraí), ha mervel eno e 1958. Interet ez oa bet e bered Dún Chaoin war beg-douar An Daingean (Corca Dhuibhne).
[kemmañ] Peig
Brudet-bras eo Peig abalamour d'he skrid-buhez, 'Peig', ISBN 0-8156-0258-8, he deus lakaet he mab Micheál da skrivañ eviti. E 1936 ez oa bet embannet al levr-se. Marteze ez eo unan eus al levrioù pouezusañ e-mesk re an "Azginivelezh Ouezelek". En-o-mesk emañ An tOileánach (Paotr an enezenn) ivez, a zo bet skrivet gant Tomás Ó Criomhthain.
E-barzh Peig e vez graet kont eus a vloavezhioù diwezañ ur gevredigezh vihan tud hag a gaozee iwerzhoneg, a oa paour, devot ha mod-kozh, hag a zalc'he soñj mat eus amzer an Naonegezh Vras hag eus ar Penal Laws. An ton klouanek a vez implijet el levr penn-da-lost a vez santet adalek ar frazennoù kentañ anezhañ:
"Bremañ ez on ur vaouez kozh, un troad dezhi e-barzh he bez hag an hini all war ar vord anezhañ. Koulz evurus ha kalet eo bet va buhez adalek an deiz ma'z oan ganet tre betek an deiz-mañ. Ma 'm bije gouezet un hanter pe un drederenn memes eus ar pezh a oa da zegouezhout ganin, ne vije ket bet va c'halon ken joaius pe ken kalonek hag ez oa e penn-kentañ va buhez."
An holl dud o deus studiet iwerzhoneg evit paseal al Leaving Certificate (peuzheñvel eus ar vachelouriezh e Bro-Frañs) a anavez mat al levr-se. Rummadoù skolaerien a oa ret dezho bezañ studiet anezhañ, setu bremañ e vez sellet outañ un tammig evel ouzh ul levr-skol gant kalz a dud, ken e vez ankounac'haet alies ar pouez en deus e-keñver studi istor ha sevenadur Iwerzhon a-gozh.