Penn laser
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur penn laser, pe unvez laser, a zo ur voest peurgloz, enni un ec'hoder (ur c'haser) laser (un diod laser), ur bodad melezourioù, un enanker, ur c'heflusker poligon. Ar bodad-se a servij da "skrivañ", pe gentoc'h, d'enlouc'hañ skeudenn un teul war ul luc'hreüser. Peurgloz e vez ar boestoù da zalc'hen war ar boultrenn hag al leizhienn da vont e-barzh.
Arveret e vezont gant ar moullerezioù hag ar pelleilerioù "laser" ha gant an darn vrasañ eus al luc'heilerezioù niverel.
[kemmañ] Pennreolenn e vont en dro
Pa vez lakaet en dro ur penn laser ec'h en em laka ar c'heflusker da treiñ hag an diod da ec'hodiñ. Ar skinenn produet gant an ec'hoder laser a zeu da barañ war ar melezour poligon marc'het war ar c'heflusker. E-mod-se ec'h en em laka ar skinenn laser d'ober monodoneoù war ar melezour danzeet dres dirak ar c'heflusker poligon. Na chom ken 'met neuze da sturiañ ar skinenn war-zu al luc'hreüser ez 'eus d'enlouc'hañ warnañ skeudenn an teul da voullañ oc'h implijout un heuliad melezourioù.
Servijout a ra an enanker SOS da gontroliñ eo war enaou an diod laser ha da reiñ un dave eus savlec'h ar skinenn d'al luc'hreüser o treiñ evit ma vo enlouc'het anezhañ a linenn da linenn. Red eo goubredañ tizh ar c'heflusker poligon gant tizh al luc'hreüser.