Penzez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Penzez zo anv ur stêr e Bro-Leon. Diflukañ a ra eus an douar e-harz Roc'h Tredudon, er Menez Are, e parrez Plouneour-Menez.
Redek a ra da gentañ war-du ar c'huzh-heol, betek Loc-Eguiner, ha da c'houde war-du an hanternoz, tremen a ra dre Gwimilio, Sant-Tegoneg, Gwiklan.
E parrez Taole (etre Kastell-Paol ha Montroulez) e tro da aber, e Penzez, ar gêriadennig he deus roet hec'h anv d'ar stêr.
[kemmañ] Adstêr
Gwazh Koat Toull-sac'h war e lez dehoù.