Pluton
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Pluton a zo ul lesanv, a dalv kement ha pinvidigezh, a veze roet da Hades, doue an Ifernioù hag ar re varv e relijion Hellaz kozh, dre ma oa perc'henn war pinvidigezh an douar, ar speriusted, fonnusted an trevadoù; Dis Pater a veze graet anezhañ ivez, ha heñvelekaet e veze ouzh an doue Ploutos.
[kemmañ] Romaned
Gant ar Romaned e teuas da vezañ un doue spontus. Aberzhet e veze dezhañ loened teñval o c'hroc'hen, deñved ha moc'h du, hag en e gonnar e veze fiziet an dud kondaonet d'ar marv.
[kemmañ] Gerioù
Diwar an anv-se eo bet savet ar ger gallek "ploutocratie", a zo gouarnamant ar re binvidik.