Roll gouarnourien roman Enez Vreizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Setu aze ur roll diglok eus Gouarnourien roman enez Vreizh. Enez Vreizh, anvet ivez Preden pe Britannia e latin zo bet ur broviñs koñsulel eus an impalaeriezh roman goude aloubadeg an Impalaer Kloada e 43. Evel proviñs koñsulel e ranke ar c'houarnerien anezhi bezañ anvet da goñsul gant Roma kent dezho gellout gouarn. Un darn vat eus ar goñsuled a oa "consul ordinares", kavet e vezont e Roll koñsuled an Impalaeriezh roman uhelañ. Ar c'houarnourien ziwezhañ a c'halle bezañ eus renk ar varc'heien, ur renk izeloc'h.
N'eo ket bet renablet an holl c'houarnourien gant an istorourien roman. Kalz anezho n'int ket anavezet nemeur, paneve dre roudoù epigrafek pe dre mammennoù all evel lizheroù Vindolanda. War-lerc'h distro Gnaeus Julius Agricola da Roma n'hall an deiziadoù respet nemet bezañ goulakaet. Lod zo c'hoazh dianav penn-da-benn ha, d'ar mare ma voe rannvet Preden e proviñsoù disheñvel eo toull-didoull ar marilhoù.
Taolenn |
[kemmañ] Gouarnourien Klaoda
- Aulus Plautius 43 - 47
- Ostorius Scapula 47 - 52
- Aulus Didius Gallus 52 - 57
- Quintus Veranius 57 - 57
- Gaius Suetonius Paulinus 58 - 62
- Publius Petronius Turpilianus 62 - 63
- Marcus Trebellius Maximus 63 - 69
[kemmañ] Gouarnourien Flavius
- Marcus Vettius Bolanus 69 - 71
- Quintus Petillius Cerialis 71 - 74
- Sextus Julius Frontinus 74 - 78 bet ivez ur skrivagner milourel
- Gnaeus Julius Agricola 78 - 84 alouber Bro-Skos
- Sallustius Lucullus (diasur) 84 - e-tro 89
- Dianav, e-tro 89 - e-tro 96
- Publius Metilius Nepos (diasur) e-tro 96 - e-tro 97
[kemmañ] Gouarnourien Trajan
- Tiberius Avidius Quietus e-tro 97 - e-tro 101
- Lucius Neratius Marcellus e-tro 101 - e-tro 103
- Dianav e-tro 103 - 115
- Marcus Appius Bradua (diasur) 115 - 118
[kemmañ] Gouarnourien Hadrian
- Quintus Pompeius Falco 118 - 122
- Aulus Platorius Nepos 122 - e-tro 125
- Trebius Germanus (diasur) e-tro 127
- Sextus Julius Severus e-tro 131 - e-tro 133
- Publius Mummius Sisenna (diasur) e-tro 133 - e-tro 135 pe diwezhatoc'h
[kemmañ] Gouarnourien Anton
- Quintus Lollius Urbicus e-tro 138 - e-tro 144
- Gnaeus Papirius Aelianus e-tro 145 - e-tro 147
- Dianav, e-tro 147 - e-tro 158
- Gnaeus Julius Verus e-tro 158
- Longinus e-tro 158- 161
- Marcus Statius Priscus e-tro 161 - e-tro 162
- Sextus Calpurnius Agricola e-tro 163 - e-tro 166
- Dianav e-tro 166 - 175
- Quintus Antistius Adventus e-tro 175 - e-tro 178
- Caerellius Priscus (diasur) e-tro 178 - e-tro 181
- Ulpius Marcellus e-tro 181 - e-tro 185
- Publius Helvius Pertinax e-tro 185 - e-tro 187, goude Impalaer roman
- Dianav e-tro 187 - e-tro 191
- Decimus Clodius Albinus e-tro 191 - e-tro 197 skraper an impalaeriezh
[kemmañ] Gouarnourien Severus
- Virius Lupus 197 - e-tro 201
- Marcus Antius Crescens Calpurnianus e-tro 202 (gouarnour oberiant)
- Gaius Valerius Pudens e-tro 202 - e-tro 205
- Lucius Alfenus Senecio e-tro 205 - e-tro 207
Mammennoù zo a ra anv eus ur gouarnour all, un eil Ulpius Marcellus. Soñjet e veze e oa ur mab d'ar c'hentañ Ulpius Marcellus, bet o servijout e-tro 211. Kement-se zo diazezet war un enskrivadur falldeiziataet ha soñjet e vez bremañ ne oa bet nemet un Ulpius Marcellus.
Meret e voe ar broviñs betek ur poent gant Caracalla ha Publius Septimius Geta, daou vab an impalaer Septimius Severus e-pad aloubadeg o zad ha just goude an taolioù-brezel-se a c'hoarvezas etre 208 ha 211.
[kemmañ] Rannadur etre Britannia Superior hag Inferior
Degemer a ra ar roll-mañ e c'hoarvezas ar rannadur melestradurel da vat e-tro 213 pe bloaz pe zaou a-raok.
[kemmañ] Britannia Superior (Preden Uhelañ)
- Tiberius Julius Pollienus Auspex e karg e-tro 223 - 226
- Caius Junius Faustinus Postumianus
- Rufinus
- Marcus Martiannius Pulcher
- Titus Desticius Juba e karg 253 - 255
[kemmañ] Britannia Inferior (Preden Izelañ)
- Gaius Julius Marcus e 213
- Marcus Antonius Gordianus e 216
- Modius Julius e 219
- Tiberius Claudius Paulinus e-tro 220
- Marius Valerianus 221 - 222/223
- Claudius Xenephon 223
- Maximus by 225
- Claudius Apellinus e karg 222 - 235
- Calvisius Rufus e karg 222 - 235
- Valerius Crescens Fulvianus e karg 222 - 235
- Tuccianus e 237
- Maecilius Fuscus e karg 238 - 244
- Egnatius Lucilianus e karg 238 - 244
- Nonius Philippus e 242
- Octavius Sabinus e karg 260 - 269 (dindan an Impalaeriezh c'halian)
[kemmañ] Diosezoù Enez Vreizh
Pa voe adenframmet Preden en impalaeriezh roman e voe rannet an enez adarre gant Diokletian, e peder froviñs disheñvel ar wech-mañ Maxima Caesariensis er gevred gant Londrez da gêr-benn, Flavia Caesariensis er reter gant Lincoln da gêr-benn], Britannia Secunda en norzh gant York da gêr-benn, ha Britannia Prima er c'hornôg (gant Kembre a-hiziv e-barzh) gant Cirencester da gêr-benn. Bez' ez eus bet ur pempvet proviñs anvet Valentia n'eo ket padet pell, moarvat en norzh pellañ. Pep proviñs a oa en he fenn ur gouarnour eus renk ar varc'heien (ur praeses) evezhiet gant ur vicarius (vikel). Diwezhatoc'h, er IVe kantved, e rankas gouarnour Maxima Caesariensis bezañ gant renk ur c'hoñsul. An anvioù a-is eo an nebeud re zo testeniekaet eus ar mare-hont a c'holo ur prantad 100 vloaz pe dost betek war-dro 408 pa voe argaset ar melestradur sivil roman eus an enez gant ar Vrezhoned.
[kemmañ] Vikeled (Vicarii)
- Pacatianus e-tro 319
- Flavius Martinus e-tro 353
- Alypius, prestik goude Martinus
- Civilis 368
- Victorinus moarvat e karg e 395 - 406
- Chrysanthus moarvat e karg e 395 - 406
[kemmañ] Gouarnourien
- Aurelius Arpagius (marteze eus Britannia Secunda) e karg 296 - 305
- Flavius Sanctus e-kreiz ar IVe kantved
- Lucius Septimus (Britannia Prima) deiziad Dianav.
[kemmañ] Renerien all Enez Vreizh
[kemmañ] Skraperien ha renerien impalaeriezh ar C'hornôg diazezet war Enez Vreizh
- E-tro 278 en em savas ur gouarnour dianav a voe trec'het fonnus.
- Carausius, impalaer skraper diazezet e Preden 286 - 293
- Allectus, warlec'hiad Carausius 293 - 296
- Magnentius impalaer emsavet mestr war an darn vrasañ eus kornôg Europa 350 – 353
- Ur Carausius all, anvet Carausius II gant an istorourien a c'hall bezañ klasket skrapat ar galloud etre 354 ha 358
- Magnus Maximus anavezet da impalaer ar C'hornôg gant Teodosius Iañ 383 – 388
- Marcus, anvet da impalaer gant Lu Preden, 406
- Gratian, Impalaer diazezet en Enez Vreizh, 407
- Kustantin III, ur soudard eus Preden deuet da vezañ impalaer ar C'hornôg.
[kemmañ] Renerien eus ar vro
- Rouantelezhioù enez Vreizh stag ouzh Roma
- Meuriadoù marevezh an houarn war Enez Vreizh
[kemmañ] Renerien vilourel
- Dux Britanniarum
- Comes Britanniarum
- Kont aod ar Saksoned
[kemmañ] Daveennoù
- (en) Frere, S, Britannia, Routledge, London, 1987
- (en) Salway, P, Roman Britain, OUP, Oxford, 1986