Romant
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ar romantoù a zo skridoù faltazi e komz-plaen ha meur a ranndanevell enno. Savet e vez ar romantoù gant ar romantourien. Perzh ar c'homz-plaen a seblant bezañ an hini pouezusañ pa 'z eus oberennoù e komz-plaen berr a reer danevelloù (kevellennoù a zo ur ger rouesoc'h) eus outo. Romantoù berr int, met lod a skridvarnourien o deus klasket termeniñ reolennoù dibar a vije gant gennad an danevell. Ur gennad lennegezh gwall bleustret eo ar romant ken ez eus meur a seurt anezhañ. Isgennadoù pe gennadoù e-barzh ar gennad int (ar romant karantez, da skouer).
Bez e c'heller kavout romantoù ha n'int ket evel-se pa n'eus kalz a draoù ijinet en ur romant istorel pe pa vez lakaet e gwerzennoù (Eujen Onegin gant Aleksandr Pouchkin). Islinennet eo bet ivez gant ar skridvarnour rusian Mic'hail Bac'htin e vez implijet meur a live yezh en ur romant (live uhel, live poblel, teknikel, lezennel hag all).
Kavet e vez gennad ar romant er bed a-bezh ha pa n'en deus ket gwir romantoù en Europa a-raok an 12vet kantved, savet o deus bet ar Sinaiz hag ar Japaniz romantoù hir e kantvedoù kentañ ar maread kristen. Un afrikan, Lukius Apuleius Theseus, en deus savet un hir a meurzanevell e latin, "an Treuzfurmadurioù" (anvet "an Azen aour" ivez) war-dro 160, kuit d'e oberenn bezañ e gwerzennoù, a zo gwelet evel diaroger an hengoun kornogel.
[kemmañ] Orin ar ger
E Bro-C'hall e veze savet oberennoù romanice (e doare ar Romaned = e latin ) e kreiz ar grennamzer. Pelloc'h e teuas ar ger da venegiñ oberennoù e galleg, ar re-se romantoù peurvuiañ. (Geriadur Albert Dauzat). An ""t brezhonek a seblant bezañ roudenn ar "c" latin.
[kemmañ] Isgennadoù ar romant
Bez ez eus un nebeurt seurtoù romant termenet evel-henn
- romant emvuhezadur
- romant karantez
- romant-kazetenn
- romant istorel
- romant polis pe romant dre-wall-biv
- romant skiant-faltazi
- romant troioù-kaer
[kemmañ] Sell ivez
- chabistr (pennad pe rann bennad ivez)
- danevell
- romant brezhonek
- romant hindek
- romant japanek
- romant persek
- romant sinaek
- skridvarnerezh
- steuñvenn (lennegezh)