Rouestl Konamara
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Rouestl Konamara a zo ur rannvro a dachenn rouestlek war Europa, unan eus loarennoù Yaou. Eus ar C'honamara e tenn hec'h anv.
Rouestl Konamara a zo kenaozet eus plakennoù skorn o deus diblaset an eil e-keñver an eben. War o zro e kaver blokoù-skorn a voe furmet, war a seblant, pa strinkas dour liñvel pe skorn klouar deuet eus diabarzh al loarenn. Bezañs Rouestl Konamara a zamveneg ez eus ur meurvor dindan kler Europa.