Routaer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Da generen rouedadoù stlennegel e tafar ur routaer ur glozenn elektronek anezhañ (pe un urzhiataer dediet) o labourat war live 3 ar patrom OSI (hogen evelkent en em skor war an daou live 1 ha 2). Diogelañ a ra an eren, an ennegañ hag ar routa roadennoù etre daou rouedad load pe arbell. Dieub eo ouzh pep topologiezh hag dres e roll a zo etrekennaskañ rouedadoù disheñvel o zopologiezh.
Keweriañ ha kadaviñ a ra ur routaer taolennoù routa a vez oc'h aesaat treankañ ar stlennoù. Ul listenn trehentadoù (pe hentoù) d'ober gante eo. Lies ensezadurioù a c'heller menegiñ :
- Routaer/tolper pe routaer amsez,
- Routaer RNIS pe routaer hiniennel,
- Routaer lieskomenad,
- ...
Komenadoù kehentiñ routaüs evel IPX/SPX pe TCP/IP e ranker ober gante evit arverañ ur routaer. Da skouer, NetBIOS/NetBEUI n'eo ket routaüs.
[kemmañ] Arc'hwelañ ur routaer
Enbonegañ an ennegoù MAC a zo e-barzh an iriennoù kaset a glom da klom a vez disheñvel hervez an dopologiezh (arveret e vez an ennegoù MAC da treuzkas ar stlennoù a zo e-barzh an irienn d'ar c'hlom mat). Neuze, o vezañ ma c'hell ur routaer etrekennaskañ rouedadoù a dopologiezhioù disheñvel, e c'hell war an dro daskemmañ an iriennoù a zo enne an ennegoù MAC da lakaat anezhe da vezañ azas ouzh pep rouedad (eleze lennus gante).
Ouzhpenn, pa e anavez enneg ar routaer kentañ da gas dezhañ an irienn (a rouedad da rouedad), e c'hell ouzhpennañ e enneg MAC e-barzh an irienn.
Gouest eo ivez d'azganañ an irienn en ur zaskemmañ anezhi.
Domani skignañ :
Ne lez ket ur routaer tremen an iriennoù skignañ ("broadcast" e saozneg). Evel-se e tespiz un domani skignañ ("broadcast domain" e saozneg). "Didroc'het" e vez neuze gant ur routaer rouedad hollek ur c'hevredad da lies rouedad mezionel pep hini etrekennasket gant ur routaer.
Taolennoù routa :
Amparet e vez an taolennoù routa dre c'hras ennegoù meziantel live 3 ar patrom OSI (evel re IP). Amparet e vez an enneg meziantel e-unan gant un niver rouedad hag un niver ostiz er rouedad. Dizlac'h eo ouzh an enneg MAC. Setu perak ne c'hell ket ur c'homenad ha ne implij ket ennegoù meziantel bezañ routaüs (ne c'hell ket treuziñ ur routaer).
Enderc'hel a ra un daolenn routa :
- Roll hollad ar rouedad anavezet,
- Ennegoù meziantel ar routaerioù kentañ da dizhout ur rouedad lavaret,
- Ur c'heal koust evit pep a hent,
Galloud a ra un daolenn routa bezañ hizivaat gant un doare diasavel pe dialuskel.
Routa diasavel :
Dre zorn ren e vez kefluniet ha marilhet taolenn pep routaer.
Pep hent gant e goust a rank bezañ anavezet gant an hini a zo e karg da leuniañ an daolenn routa neuze.
Evel just, pa vez daskemmet tra pe dra war ar rouedad, e ranker hizivaat hollad taolennoù routa.
Routa dialuskel :
An hent kentañ a rank bezañ kefluniet dre zorn ren. Da c'houde e vez ar routaerioù o kehentiñ an eil re gant ar re all da ditourañ an taolennoù routa. D'hen ober e vez arveret lies hentenn :
---> Treol routa dre stad an ere : dre "broadcast" pe "multicast" dindan stumm kemmenadoù e vez kehentet an daskemmadur eus ditouroù haezadusted ha koust. Treuzkas an ditouroù-se d'ar routaerioù arall a vez ardoet gant pep routaer. Gant an hentenn-mañ e vez atav pep taolenn hizivaet hag e c'heller tremen hep ma vefe dolioù routa er rouedad.
---> Treol dre sturiadell esaou : gant an hentenn-se e vez jedet niver ar routaerioù da dremen dreze da dizhout un dehaezadur. Galloud a reer neuze savelañ an hent berrañ. War-lerc'h e vez kaset gant ar routaer e daolenn d'e amezeien e-kerz un hizivaat. Ne c'heller ket tremen hep ober gant an dolioù routa hogen e vez eeunoc'h ar jedadurioù. Niverus e vez koulskoude an dreizhidell c'hanet gant an hentenn-se hag an amzer gengreizennañ evit ur sell hollek a zo hiroc'h.
Gant ar c'heal koust e vez kempouezet ar c'harg. Ar c'houst a zo ennañ an arventennoù tizh ha soliusted etre daou trehentad, an hevelep niver a lamm etre daou routaer enne.
[kemmañ] Kefluniañ ur routaer
Lod eus ar reizhiadoù korvoiñ a rizh dafariad a zo enne arc'hwelioù routa. Neuze e vez kefluniet ar routa rag-eeun dre ar reizhiad korvoiñ evel evit Windows NT, Netware pe UNIX.
Evit ar routaerioù dediet e ranker kefluniañ anezhe dre un dermenell gennasket rag-eeun oute pe dre ar rouedad gant un urzhiataer.
[kemmañ] Ar c'homenadoù routa
Ar c'homenadoù-se e vez efedet ar routa gante hervez unan eus an treolioù deskrivet a-us.
RIP (Routing Information Protocol) : kemeret e karg gant IP ha IPX, e vez arveret gantañ an treol dre sturiadell esaou en ur gontañ niver al lammoù etre ar routaerioù da dizhout an ostiz. Pep 30 eilenn e vez graet an hizivaat d'an taolennoù.
OSPF (Open Shortest Path First) : arverañ a ra ar c'homenad-mañ an treol dre stad an ere evel NLSP (Netware Link State Protocol). Spesadel int evit IPX.
Bremañ e vez war-vete an holl routaerioù lieskomenad.