Sant Yann Avielour
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gouel SANT YANN, abostol hag avielour. Setu ar pezh a lavar an Iliz katolik diwar e benn : Mab da Zebedea, pesketour eus lenn Tiberiad, ha breur da sant Jakez, ez eas da heul Yann-Vadezour da gentan. Deuet da vezan "an diskibl a oa karet gant Jezuz", en deus bet an aotre da lakaat e benn war beultrin e Vestr e-pad ar Goan ziwezhan, ha da vezan fiziet en e Vamm, e-tal ar Groaz. Sant Yann a zo aozer ar pevare aviel ha tri lizher kanonek. Bevan a reas e Kêr-Efezos gant ar Werc'hez Vari,ha goude he fignadenn d'an nenv ec'h echuas e vuhez abostolek hir war Enez-bPatmos, e lec'h ma tegemeras digant ar Spered Santel levr diwezhan ar Skritur Sakr, levr Diskuliadur Sant Yann.
Lesanvet e vez "an Teologour" gant an Ortodoksed rak kevrinusoc'h a galz eo e skridoù eget an tri aviel all, lezanvet "sinoptek".