Somerset
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Somerset zo ur gontelezh e kornog Bro-Saoz, war aod Mor Hafren (an anv kembraeg, diwar anv ar stêr Hafren), pe kanol Bristol (Bristol Channel e saozneg).
[kemmañ] Kembraeg, kerneveureg, ha brezhoneg
Gwlad yr Haf (bro an hañv) a vez graet anezhi e kembraeg, diwar ar ger saoznek "summer" a gomprener e-barzh Somerset: er XV-vet kantved e vije bet savet an anv-se. Gwlas an Haf eo an anv e kerneveureg.
Bro an hañv a ra lod anezhi e brezhoneg, pa gomzont eus beajoù ar sent vrezhon gozh da skouer.
[kemmañ] Douaroniezh
En-dro dezhi emañ kontelezhioù Gloucestershire, Wiltshire, Dorset, ha Devon. Eus an aod anezhi, e c'haller damwelout aod kreisteiz Kembre.
[kemmañ] Kêrioù
E-touez ar c'hêrioù e c'haller menegiñ Wellington, anv kavell tiegezh ar jeneral a roas lamm da Napoleon e Waterloo. Taunton eo kêr-benn ar gontelezh. Un darn eus kêr vras Bristol ivez a zo e Somerset.