Kaozeadenn Rummad:Sonerezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Perak diverkañ Mouezh hep prederiañ muioc'h? Er Wikipedia galleg eo Chanteur dindan Voix peogwir ez eus pennadoù war ar mouezh ha n'int ket tuet davet kaner-mañ. Re abred eo evit diverkañ an traou% Ret eo kendivizout gant ar re o-deus kinniget traou hag da gentañ tout goulenn o abegoù. Ur hir a labour e vo sevel ur sistem rummoù kenstag. Ret mont goustadig. Adlakaa a ran Mouezh
Ch. Rogel 12:56, 8 Mar 2005 (UTC)
Kaozeadeg (diviz) eilet diouzh ar bjenn Wikipédia:Kinnigoù (houmañ da vezañ diverket).
Ret e vehe cheñch stumm ar pennad a-zivoud ar sonerezh, renket fall an traoù e-barzh, klasket 'm eus gober met n'on ket daet a-benn, n'eo ket aes krouiñ traoù nevez en ur lec'h jaojapl !
Savet 'm eus ur pennad a-zivoud Tim Buckley, ha lakaet e-barzh ar rummad "mouezh" (perak ? soner ha kaner eo àr un dro, aozer sonerezh pa lavarin mat !), me ne glota ket. Ret e vehe sevel rubrikennoù aesoc'h da gavout. Ha da skwer, sevel ur rann get ar sonerion pe strolladoù a bep seurt àr bouez o broioù, seul aesoc'h da gavout àr-lerc'h....
Evit bremañ eh eus ur sapre bordel e-barzh ar rann Sonerezh, emañ ret kempenn an dra-se pe displegiñ sklaer penaos gober, mod arall ar c'hemmadennoù a zeu a c'hellay distrujiñ traoù 'zo ....
Salud dit
Evit ar c'hinnigoù (hag ar'hemennoù) ez eus ur bajenn staget ouzh ar pennad pe ar rummad (category). War bajenn "Discussion" (kaozeadeg) e tlefe lakaat ar respontoù hag ar c'hinnigoù : kendalc'h a ran warni.
Evit ar ganerien hag a zo sonerien ivezh, n'eus kudenn ebet : ret eo skrivañ o anv koulz dindan mouezh ha dindan kaner...
Ch. Rogel 10:17, 24 Jun 2005 (UTC)
[kemmañ] Tabut bihan
Evidon-me eo "sonerezh" kement ha "sono" "sonorisation" en galleg. Lavaret a ran kement-se daoust ma labouran evit bodañ pennadoù dirummad stag d'ar muzik er rummad "Sonerezh". MP 24 Mez 2006 da 13:45 (UTC)