Tudual Huon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur skrivagner brezhonek eo Tudual Huon. Ganet eo bet e Brest d'an 20 a viz Genver 1953, mab da Ronan Huon ha da Elen ar Meliner, mab-bihan da Loeiz Herrieu. Kelenner brezhoneg ha saozneg eo en ur skol brevez e Plougastell. Pennskridaozer Al Liamm hag ur skrivagner eo Tudual Huon. Un embanner eo ivez p'emañ e penn Embannadurioù Al Liamm. Treser eo ivez, hag ouzhpenn goloioù levrioù en deus lakaet embann levrioù treset gantañ.
Taolenn |
[kemmañ] E levrioù
[kemmañ] Danevelloù
- Ar chalboter huñvreoù, Al Liamm, 1979. Seizh danevell enni.
[kemmañ] Barzhonegoù
- Glizi, Mouladuriou Hor Yezh, 1999.
[kemmañ] Levrioù treset
- Fri korloko, Al Liamm
- Koumanant echu (gant Gwendal Denez), Al Lanv.