Vendôme
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Ur gumun c'hall eo Vendôme (Gwenngen hervez Meven Mordiern, genidik eus ar vro) e departamant al Loir-et-Cher. War ribl al Lez emañ, 35 kilometr e gwalarn Blois ha dre ar TTB e c'haller mont da Bariz dindan 42 munutenn.
[kemmañ] Istor
E-kichen kêr Vindocinum e veze un oppidom war un dorgenn a oa savet ur c'hastell-kreñv warni er Grennamzer. E Vendôme e marvas Nevenoe, dug Breizh e 851. Diazezañ a reas abati an Dreinded sant Bienheuré er Vvet kantved. Chom a ra an iliz evel m'eo bet savet er stil gotek flamennek. Dont a reas ar vro da vezañ glad familh ar Vourboned-Vendôme, ur skourr d'an tiernelezh gall er XIVvet kantved. E 1515 e oa kemmet ar c'ontelezh da dugelezh evit Charlez a Vourbon, tad-kozh Herri IV, roue Bro-C'hall. Hemañ a roas an dugelezh d'e mab bastard, Kaezar. Pelloc'h e oe roet dezhañ post gouarnour Breizh gant Anna a Aostria, intañvez Herri IV.
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Iliz abati an Drinded gant ur c'hloc'hdi distag hag un talbenn kizellet meurbet er stil gotek flamennek
- Mirdi e savadurioù abati an Dreinded (XIVvet-XVIved kantved)
- Iliz ar Madalen (XVvet kantved)
- Tour Sant-Marzhin, bet kloc'hdi un iliz aet da get
- Dor Sant-Jord
- Ospital kozh ha skolaj kozh, an ti-kêr ennañ hiziv
- Levraoueg Abad Grégoire
- Dismantroù kastell konted vendôme
- Delwennoù Pierre de Ronsard ha kont ha marichal a Rochambeau
- Kartieroù kozh
[kemmañ] Tud c'henidik eus ar vro
- Jean-Baptiste de Vimeur, kont a Rochambeau