Ya d'ar brezhoneg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur c'houlzad kaset gant Ofis ar Brezhoneg evit kas ar yezh war-raok e buhez pemdez an holl Vretoned eo Ya d'ar brezhoneg.
Daou zoare zo dezhañ.
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg 1
D'ar 5 Here 2001 e oa bet roet lañs dezhañ, e Karaez. 177 framm eus ar gennad prevez a oa bodet evit sinañ un emglev a-benn kas ar brezhoneg war-raok en o mont en-dro pemdeziek (panellerezh, stummadur evit o gopridi, paper talbennet...).
En o zouez e oa frammoù bras (CMB, Kambr Kenwerzh ha Greanterezh Kemper...), artizaned, kluboù sport...
E dibenn 2005 e oa tost 600 framm a oa aet war o heul. Un hanter anezho a zo embregerezhioù.
[kemmañ] Ya d'ar brezhoneg 2
Hemañ a zo gouestlet d'ar c'humunioù.
D'an 22 Kerzu 2004 e oa bet roet lañs dezhañ, e Pondi. 10 kumun a oa eno, graet o soñj gant o dileuridi kas da nebeutañ 5 ober resis diwar an 28 anezho a ya d'ober karta Ya d'ar brezhoneg. Labelioù a zo roet dezho, ur wezh bet kaset o oberoù da benn.
E miz Gouere 2006 e oa 43 c'humun bet sinet eil doare Ya d'ar brezhoneg ganto.
Setu amañ roll ar c'humunioù o deus sinet YAB :
- Ar Gelveneg
- Ar Releg-Kerhuon
- Ar Sent
- Ar Yeuc'h
- Bear
- Berc'hed
- Brest
- Douarnenez
- Gwimaeg
- Kaouenneg-Lanvezeeg
- Karaez-Plougêr
- Karnag
- Kawan
- Kemperven
- Koadaskorn
- Landerne
- Langoned
- Lesneven
- Milizag
- Noal-Pondi
- Pleskob
- Plouarzhel
- Ploue
- Plougastell-Daoulaz
- Plougonvelen
- Plounerin
- Pluguen
- Pondi
- Pouldouran
- Pouldregad
- Prad
- Purid
- Purid-Kintin
- Rostrenenn
- Sant-Yann-Drolimon
- Sant-Martin-war-ar-Maez
- Sant-Pabu
- Sant-Tegoneg
- Sant-Teve
- Tonkedeg
- Tregastell
- Tremeven-Kemperle
- Treouergad