Yaguarundi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
![]() H. yaguarondi
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Herpailurus | ||||
Anv skiantel | |||||
Herpailurus yaguarondi Lacépède, 1809 |
|||||
|
Ar yaguarundi (Herpailurus yaguarondi) a zo u c'hazh krenn e vent kavet e Kreiz-Amerika hag e Amerika ar Su. Muzuliañ a ra 65 cm gant ul lost a 45 cm. Karioù berr en-deus gant ur feson tost a-walc'h ouzh hini ur c'hi-dour. O divskouarn a zo berr ha ront en-deus hag ur blevad a c'hell mont eus ar gris betek ar gell-du hervez ar pennoù. Studioù genel o-deus diskouezet eo ur c'har tost eus ar puma.
Er strouezhegoù ha tost eus an dour e vev dreist holl met un nebeut pennoù a c'heller kavout er c'hoadegoù trovanel ivez. Anevaled-noz pe peunoz eo ar yaguarundioù. War ar gorre e hemolc'hont zoken ma bignont mat tre er gwez. Debriñ a reont pesked, bronegoù bihan ha loened-stlej.
Ar barezed a vez o c'henel etre unan ha pevar kazhig goude un dougen a 70 devezh. D'o ment e teuont goude daou vloavezh. Ar yaguarundioù n'int ket hemolc'het evit o c'hreoñ met kinniget ez int gant distrujadur o annez.
[kemmañ] Ispesadoù
- Herpailurus yaguarondi armeghinoi, Arc'hantina ar c'hornôg
- Herpailurus yaguarondi cacomitli, Su Tec'has ha reter Mec'hiko
- Herpailurus yaguarondi eyra, Brazil, Paraguay ha Arc'hantina
- Herpailurus yaguarondi fossata, Kreisteiz Mec'hiko ha Honduras
- Herpailurus yaguarondi melantho, Peru ha Brazil
- Herpailurus yaguarondi panamensis, Nicaragua hag Ecuador
- Herpailurus yaguarondi tolteca, Arizona ha kornôg Mec'hiko
- Herpailurus yaguarondi yagouaroundi, Guyana hag Amazonia