Ł (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Implijet e vez al lizherenn l barrenet (Ł, ł) evit skrivañ ar poloneg, ar c'hachoubeg, ar sorbeg hag ivez ar belaruseg pa vez implijet al lizherenneg latin anvet łacinka kentoc'h evit al lizherenneg kirillek evit ober diouzh son al l teñvel (LFE /ł/) deuet da vezañ [w] e poloneg end-eeun ha kevatal da л [l] e belaruseg. .
Implijet e oa bet evit ar wezh kentañ evit ober diouzh ar poloneg dre skrid er XVIvet Kantved.
Implijet e vez ivez evit skrivañ an navac'hoeg hag ar sanitcheg (saanich pe senćoŧen) met distaget e vez ɬ dres evel e kembraeg ll'.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |