Agan Tavas
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Agan Tavas ("Hon Yezh"; e Kernewek Kemmyn: Agan Taves) a zo anv ur gevredigezh bet krouet e 1987 ha ganti he fal kas war-raok implij ar c'herneveureg evel ur yezh vev dre gomz.
Er penn kentañ n'halle dont da vezañ izili nemet kerneveuregerion peurvarrek war ar yezh bet pedet da dont gant un ezel all. E 1990 e oa bet kemmet ar reolennoù avat ha dont a reas da vezañ ur gevredigezh digor evit klask reiñ ar muiañ a lusk posubl d'ar c'hernewek Unys kinniget e 1929 gant Morton Nance.
Anavezet e vez gant Agan Tavas an holl doareoù kerneveureg adsavet a-vremañ diazezet war un doare-skrivañ bet implijet gant Kerneveuriz/ezed o-unan a-hed istor ar yezh met n'anavez ket doareoù all ma vez implijet gante ur sistem hep tamm diazez istorel.
Roet e voe lañs da Agan Tavas e 1995 p'embannas Nicholas Williams en e levr Cornish Today a oa faziet-meur ar c'hernewek kemmyn bet lakaet da ofisiel gant Kesva an Taves Kernewek.
Hiziv e sav a-du Agan Tavas gant ar kernowek unys amendys en ur doujañ da wir e izili da implijout ar sistem reizhet-se pe ar kernowek unyes a-gent diouzh o c'hoant hag embannet e vez gantañ levrioù oc'h implijout an daou doare-skrivañ-se.
Embannet e evz ivez gant ar gevredigezh ur c'helc'hlizher miziek diabarzh anvezt An Gowsva ("Ar Gaozva").
[kemmañ] Gwelit ivez
Rannbarzhoù: Pennwydh | Kerrier | Karrek | Karadon | Kernow Gledh Pastelloù-bro: Rostorrmoel Aozadur unvan: Inizi Sillan
Kêrioù pennañ: Bosvenegh | Porth Bud | Kammbronn | Aberfal | Heyl | Hellys | Lannstefan | Lyskerrys | Tewynn Pleustri | Pennsans | Rysrudh | Essa | Sen Ostell | Porth Ia | Truru | Ponsrys
Temoù: Istor | Sant Piran | Sevenadur | Kerneveureg | Kêrioù Kerne-Veur gevellet gant Breizh | Kan broadel | Broadelouriezh | Tud | An holl bennadoù