Aietes
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Aietes pe Aetes (Αἰήτης / Aiếtês e gregach) a oa mab da Helios, ha d'an Okanidenn Perseis, a oa roue Kolc'his.
Breur e oa da g-Kirke (a zo merc'h dezhañ e mojennoù zo) ha da b-Pasifae
Gant e wreg kentañ, an nimfenn Asterodia, en doa bet div verc'h, C'halkiope ha Medea.
Gant an eil, Idia en doe ur mab, Absirtos.
[kemmañ] Mojenn
Pa zegemeras Friksos en e rouantelezh e roas e verc'h C'halkiope dezhañ, hag e vab-kaer a roas d'e dad-kaer kroc'hen aour al loen en doa aberzhet da Zeus. Ispilhet e oa bet ar maoutken ouzh ur wezenn ha diwallet e veze gant un aerouant.
Un toullad bloavezhioù goude e teuas an Argonaoted da Golc'his. Prometién a reas ar roue reiñ dezho ar c'hroc'hen gant ma raje Jason un nebeud amprouennoù a-raok. Bep tro e c'hounezas jason, met nac'h sevenién e bromesa a reas ar roue. Neuze ez eas jason d'e laerezh, ha tec'hel a reas gant Medea , merc'h ar roue. en aner ez eas Aetes war o lerc'h.