Aisne (stêr)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Teir stêr zo anavezet dindan an anv-se:
- div e Bro-C'hall
- an hini vrasañ en hanternoz ar vro
- an hini vihanañ er Mayenne
- unan e Belgia.
Taolenn |
[kemmañ] Ar stêr vrasañ e Bro-C'hall
gw. Aisne (stêr eus Bro-C'hall)
An Aisne zo ur stêr a red en hanternoz Bro-C'hall hag he deus roet hec'h anv d'un departamant gall, hervez giz c'hall an envel departamantoù diazezet e 1790.
Dont a ra e-maez an douar en Argonne e Sommaisne, tost d'ar vevenn etre ar Meuse hag ar Marne. Meskañ a ra he dour gant an Oise e Compiègne, e departamant an Oise.
Departamantoù ha kêrioù brasañ treuzet ganti:
- Meuse (55)
- Marne (51) : Sainte-Menehould
- Ardennes (08) : Vouziers, Attigny, Rethel , Château-Porcien, Asfeld
- Aisne (02) : Neufchâtel-sur-Aisne, Vailly-sur-Aisne, Soissons, Vic-sur-Aisne
- Oise (60) : Attichy, Compiègne
[kemmañ] Douriawouriezh
Adstêrioù zo dezhi :
- an Aire
- ar Suippe
- ar Vesle
Kalz skluzioù zo war ar stêr Aisne, ha bez e c'haller bageal warni.
[kemmañ] Ar stêr vihan e Bro-C'hall
Gwelout Aisne (Mayenne)
[kemmañ] Ar stêr e Belgia
Ar stêr Aisne zo ur stêr vihan e Belgia, en Ardenne, hag un adstêr d'an Ourthe. Gw. Aisne (Belgia).