Rummad:Aktourien dibar
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Gene Tierney
C'Hoariourez amerikan, ganet e New York é 1920, marvet é Houston, é Teksas, é 1991. He ferzh kentañ e Hollywood e voe roet dezhi get Fritz Lang e Distro Frank James (1940). A 1940 betak 1945 hi a c'hoari get ar registrourion vrasañ ag an amzer, hag int e ra anezhi bout un harozez a «filmoù du» en oad aour ag Hollywood: John Ford (Hent ar butun, 1941), Henry Hathaway (Kuzh-heol, 1941), Josef von Sternberg (Berh e Shanghai, 1941), Ruben Mamoulian (Bizouier àr he bizied, 1942), Ernest Lubitsch (An neañv e c'hell gortoz, 1943). Met get ar film penn-oberenn ag Otto Preminger, Laura (1944), hi e zegemeras ar perzh hag a he raas bout ur sterenn vojennel get ur skeudenn velimuz ha lik. Degemeret a raas ivez da heul un Oscar (Laosk anezhi monet d’an neañv, 1945) a John Stahl, met, goude daou film a Joseph Mankiewicz : Dragonwyck é 1946, hag Ar spontailh hag an Intron Muir, é 1947, roet e voe dezhi hepken perzioù eil renk, hag he hent-micher a achuas er blezdoù hanter-kant. Hogen Ar spontailh hag an Intron Muir e oa ur film dudius hag hi e oa eno un harozez lugernuz.
Viggo Mortensen
Viggo Mortensen a zo un aktour, ur barzh, hag ul livour, met anavezet eo bet p' en deus c'hoariet Aragorn e-barzh "Aotroù ar gwallennoù" e 2001. Viggo Mortensen a zo Amérikan, ganet eo an 20 a viz Here 1958 e New-York. E dad a oa eus bro Danmark hag e vamm a oa Amerikanez. Tremenet en deus e vugaleaj etre ar Venezuela, Bro-Argentina, hag an Danmark. E dud a zo bet dispartiet pa oa eñ 11 vlez , bet int é veviñ en Amerika get e vamm hag e zaou vreur, e New-York. Eñ a zo bet anavet e-touesk aktourion ar film “The Deer hunter”, ha graet en deus studioù evit bout aktour get Warren Robertson èl kelenner, kroget en deus da vat e 1982. Graet en deus un taol-esae er sinema get Woody Allen e-barzh “The Purple rose of Cairo" met troc’het eo bet an tammoù e-lec’h e vez gwelet anezhañ. E gentañ film a zo “Witness” eus Peter Weir, ret eo dezhañ c’hoari un Amish e 1985 eo. Goude, ober a ra filmoù èl "Leatherface",”Young Guns 2”. Hag e 1991, e vo choazet get Sean Penn evit c’hoari un den taer moustret gant brezel ar Vietnam e-barzh “The Idian Runner”. E 1994 e c’hoari ur gangster en ur gadoer-ruilh e-barzh “Carlito's way” eus De Palma. E-pad ar blezadoù 90 en deus graet kalz a filmoù a ficha èl “Carlito's way” (eus Ridley Scott), “A perfect murder” (eus Andrew Davis). Met Viggo a zo ivez barzh ha livour, labourat a ra get Jane Campion (livourez ha sevenourez filmoù) e-barzh “The portrait of a lady” ha get Gus Van Sant get “Pschycho” e 1998. Anavezout a ra ur gwir berzh get ar film “Aotroù ar gwallennoù” (eus Peter Jackson) e 2001, c’hoari a ra Aragorn roue ar Gondor, unan eus an tudennoù pennañ eus ar film. Tri blez àr-lerc’h, goude bout echuet ar film “Aotroù ar gwallennoù”e krog en ur film all get “Hidalgo” (eus Joe Johnston), aze e c’hoari ur Cow-Bow rediet d’ober ur redadeg e-barzh en dezerzh. Nebeut zo e voe tu deoc’h gwelet anezhañ er sinema rak c’hoariet en deus e barzh “A history of a Violence” ur film deuet er-maez e miz Here 2005.