Aljer
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Kêr-benn Aljeria eo Aljer, (arabeg: الجزائر al-Jazāʼir), lesanvet « Al Bahdja » (« Al Lufrus ») pe « ar gêr wenn », houmañ kêr vrasañ ar vro ha 3 milion annezad en he dolpad-kêrioù, da lavaret eo 10% eus poblañs Aljeria. Ur porzh bras eo, unan eus ar re bouezusañ war aodoù ar Mor Kreizdouarel.
Taolenn |
[kemmañ] Orin an anv
Peurvuiañ e vez komprenet an anv diwar ar ger arabek Jazira (unander) ha Jaza'ir (liester), da lavaret eo "An Enezeier" pa 'z eus un nebeut enezennoù tal ar porzh enklozet er chaoser hiziv. Koulskoude eo bet kinniget anv berberek un tiernelezh, ar Ziridi (sell ouzh istor ar gêr), pa dalvez tiziri loargann e berbereg.
[kemmañ] Douaroniezh
War dinaou menezioù Sahel al Jaza'ir emañ ar gêr en deus astennet he zakad war 230 km² betek 30 km eus an aod. War dinaou unan eus ar menezioù eo kluchet ar C'hasbah (Kasbah), kartier koshañ ar gêr.
C'hwec'h dor kozh a vez tro-dro d'ar gêr (bab = dor): Bab El-Oued, Bab Azzoun, Bab Dzira, Bab El Bhar, Bab Jedid ha Bab Sidi Abd Rahmane.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Henamzer
Seblantout a ra Aljer bezañ bet diazezet gant ar Fenikianed er IVre kantved kent Jezuz-Krist p'eo bet kavet listri kampiniat e foñs ur puñs e 1940.
- Dont a ra ar gêr, anvet [[Ikosim] (Enezenn ar gouelini) ur c'hontouer fenikian eus re oberiusañ er 1añ kantved kent Jezuz-Krist
- E 202 kent Kezuz-krist e kouezh ar gêr dindan levezon ar Henroma|Romaned diwar an emglev etre Massinissa, roue Numidia ha Skipio an Afrikan evit stourm ouzh Kartada. Icosium a zo anv roman ar gêr er mare-se.
- War-dro ar IVe kantved e teu ar gristeniezh, relijion nevez an impalaeriezh roman.
- Aloubet gant ar Vandaled e 429, adroet eo bet d'ar Romaned diwar un emglev e 442
- Goude 533, o vezañ n'eo difennet brav gant ar Vizantidi, eo bet aloubet Aljer gant ar Verbered