Aogust Brizeug
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Julien Pélage Auguste Brizeux, a vez graet Aogust Brizeug anezhañ e brezhoneg, a zo ur barzh romantel breizhat ganet d’an 12 a viz Gwengolo 1803 en Oriant ha marvet d’an 3 a viz Mae 1858 e Montpelhièr, en Okitania.
Yaouankik e oa pa varvas e dad digantañ. Mont a reas war e studi da Wened, da Arras, ha da Bariz. Eno eo ec'h embannas e levr kentañ Marie, ur romant gallek (1831), kaoz ennañ eus e vugaleaj e Breizh e-kreiz ar maezioù hag eus ar garantez a vage ouzh ur plac’hig.
E eil levr Les Ternaires (1841), ma klask c’hoari gant ul lusk nevez, a zo awenet gant Italia, m'en doa beajet gant Auguste Barbier.
Lakaat a raio an Divina Comedia e galleg e 1843.
Goude e teuas ul levr all awenet gant Breizh, Les Bretons (1845), embannet un tamm a-raok e varv.
Brezhoneger a-vihanik e oa, savet e gwenedeg met e rannyezh Leon e skrivas e varzhonegoù abalamour da levezon ar Gonideg.
Adembannet e voe e varzhonegoù brezhonek (Telenn Arvor, 1844) hag e zastumad krennlavaroù (Furnez Breiz) gant Roparz Hemon, gant ti-embann Gwalarn e 1929.
Ur varzhoniezh eeun hogen gwirion a zo en e skridoù.