Ardivink
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Un ardivink a zo un mekanik ijinet, meur a elfenn enni, evit lakaat ur c'hementad energiezh da seveniñ ez-automatek tammoù kefridioù (labourioù) a blij da dud da gaout evit bastañ d'o ezhommoù. Fardet e vez an ardivink gant unan pe vuioc'h gwikefre ha ne c'hell ket mont en-dro hep ur c'hontroll bennak gant an dud karget ober war-dro produadur ar pezh a zo gortozet.
Un heuliad oberiadurioù a vez sevenet gant an ardivinkoù, an darn vuiañ ez-automatek. An tredan en deus degaset kalz a gallustedoù d'an ardivinkouriezh ken evit pourchas an energiezh hag evit e degas e prantadoù resis e-korf an oberiadurioù. Diorren an elektronik a zo bet ur bazenn vrasoc'h all e-doug hanterenn divezhañ an [[XXvvet kantved]] p'eo bet posubl fardañ gwikefreoù bihannoc'h-bihannañ ha gouest seveniñ programoù urzhiataerel. An urzhiataerezioù a zo ur skouer splann eus an ardivinkoù galloudus e c'hell ijinañ an Den. Hep an ardivinkoù ne c'hellfe ket mui an dud bevañ en doare m'o deus hiziv.