Arzhur II a Vreizh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Arthur II a Vreizh, a oa ganet d'ar 25 a viz Gouhere 1261, hag a varvas d'ar 27 a viz Eost 1312 e Kastell an Enez (war ar stêr Gwilun), a voe dug Breizh eus 1305 betek e varv. Mab e oa d'an dug Yann II a Vreizh, ha da Beatris a Vro-Saoz.
[kemmañ] E vuhez
Kont Richemont e oa pa oa e dad e buhez, ha lezel a reas an titl gant e vreur pan eas da zug war-lerc'h marv o zad. Berr e voe e ren, sioul ivez.
[kemmañ] Bugale diwar e wreg kentañ
E 1275 e timezas e Tours gant Marie de Limoges, (1260-1290), beskontez a Limoges, merc'h da Guy VI a Limoges, ha da Marguerite de Bourgogne. Tri bugel o devoe:
- Yann III a Vreizh (1286 † 1341), a voe dug Breizh;
- Guy VII a Limoges (1287 † 1331), kont Pentevr ha beskont Limoges.
- Pêr (1289 † 1312), aotrou Avesnes.
[kemmañ] Bugale diwar e eil gwreg
E miz Mae 1294, goude ma oa bet intañvet, e timezas gant Yolande de Montfort (1263 † 1330), a oa merc'h da Robert IV, kont Dreux ha Braine, ha da v-Béatrice de Montfort, kontez a v-Montfort. C'hwec'h bugel o devoe :
- Yann Montfort (1294 † 1345), kont a v-Montfort;
- Béatrix (7 a viz Kerzu 1295 † 9 a viz Kerzu 1384), itron a Hedé, dimezet e 1315 da Guy X a Laval († 1347)
- Blanche (18 Gouhere1300)
Mervel a eure d'ar 27 a viz Eost 1312 e Kastell an Enez, ha beziet e kouent ar gordellerien e Gwened, en ur bez marmor a voe distrujet da vare an Dispac'h. Mont a reas tammoù anezhañ da veinañ un hent, hogen tammoù zo a vez diskouezet a wechadoù er vro.
Patrom:Dynastie