Augeias
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Augeias pe Augias a oa ur roue hag en devoa marchosioù bras meurbet. O naetaat a reas Herakles dre lakaat ar stêr Alfe da dremen enno.
[kemmañ] E anv
E gregach e oa Αυγείας / Augeías, a dalv kement ha skedus.
[kemmañ] Ur roue
Mab e oa da Helios ha da Hyrmine (pe da b-Poseidon), ha roue e o en Elis. Lavaret e voe e oa mab da Aktor. Pried Epikast e oa.
He is best known for his stables, which housed the single greatest number of cattle in the country and had never been cleaned until the great hero Heracles came along.
Marchosioù bras en devoa, hag urzh a voe roet da Herakles mont d'o naetaat.
Pa ginnig Herakles labourat evit Augias e prometas ar roue reién dezhañ ul loen diwar zek eus e bennoù chatal ma teu a-benn. Ha dont a ra a-benn dre lakaat ar stêrioù Alfe ha Pene da dremenn er marchosioù. Echu gantañ e labour, setu Herakles da c'houlenn e c'hopr. Nac'h paeañ a reas ar roue, petra bennak ma save e vab a-enep dezhañ. O c'has kuit a reas o-daou diwar e dro.
Diwezhatoc'h e teuas Herakles gant un arme. Aloubiñ a reas kêr Elis, ober freuz ha reuz enni, ha lazhañ ar roue. Gervel a reas neuze File da zont da roue e-lec'h e dad.