Breda
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Breda zo ur gêr er c'hreisteiz d'an Izelvroioù, e kember ar stêrioù Mark hag Aa, ha kêrbenn Brabant an hanternoz anezhi.
168.398 a oa enni d'an 1 a viz Gouhere 2005.
[kemmañ] Istor
Dalc'het e oa gant tiegezh Brabant adalek an XII-vet kantved, betek ar bloavezh 1404, pa zegouezhas e tiegezh Nassau.
Aloubet e voe gant ar Spagnoled e 1581, en amzer ma rene Tiegezh Austria, hag e 1590 e voe kemeret gant Izelvroiz en-dro. Derc'hel a rejont kêr betek 1625, pa voe adkemeret gant ar Spagnoled. An darvoud-se eo a voe livet gant Velázquez.
[kemmañ] Mell-droad
NAC Breda zo unan eus skipailhoù bras ar vro.