Bro Leon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Leon, Bro-Leon a zo unan eus "broioù" (eskoptioù kozh) Breizh. Renket eo ivez e tiriadoù (broioù) hengounel Breizh. Goleiñ a ra (dre vras) an drederenn Norzh eus departamant Penn-ar-Bed. Kastell-Paol eo kêr-benn ar vro hag e oa sez an eskopti. Brest eo ar gêr vrasañ. Emañ e harz kornôg war richer Montroulez hag e adstêr, an Tromorgand, e harz su war pikernioù ar Menez Are, war ar stêr Elorn war riblenn su Lennvor Brest. War aodoù roc'hellek Mor Breizh hag ar Meurvor atlantel emañ ivez.
hervez lod e teu an anv eus Legio (latin : lu), met n'eus roud ebet eus ar c'hastell roman e Kastell-Paol ha pa 'z eus e Brest hiziv c'hoazh).
Sellet e vez ouzh brezhoneg Leon evel ouzh unan eus an teir rannyezh a ya d'ober ar c'h-KLT.
[kemmañ] Istor
Gant sant Paol Aorelian e vefe bet kaset da Gastell-Paol sez eskopti Leon er VIvet kantved (eus Brest hervez Léon Fleuriot). P'eo sant Paol unan eus ar seiz sant diazezer Breizh e oa sez e eskopti darempredet gant pirc'hirined an Tro-Breizh er Grennamzer.
[kemmañ] Douaroniezh
[kemmañ] Liammoù
Nav bro hengounel Breizh | ![]() |
---|---|
Bro-Zol – Bro-Gwened – Bro-Gernev – Bro-Leon – Bro-Naoned – Bro-Roazhon – Bro-Sant-Brieg – Bro-Sant-Maloù – Bro-Dreger |