Bro gozh ma zadoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bro gozh ma zadoù eo kan broadel Breizh.
Savet eo bet ar pozioù gant Frañsez Jaffrennou (Taldir).
Dont a ra war-eeun eus kan broadel Kembre, Hen Wlad fy Nhadau (memes ster hag e brezhoneg), savet gant ar barzh Evan James e 1856 ha savet ar sonerezh gant e vab James.
Kan broadel Kernev-Veur a zo bet savet war ar memes patrom (Bro Goth Agan Tasow).
Savet eo bet an doare brezhonek e 1898 hag embannet e-barzh ar gazetenn La Résistance de Morlaix.
Dibabet e oa bet da gan broadel e-kerz Kendalc'h Lesneven an URB e 1903.
[kemmañ] Pozioù
Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro !
Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro.
Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat,
A skuilhas eviti o gwad.
Diskan
- O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro.
- Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro.
- Ra vezo digabestr ma Bro !
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed,
N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed,
Pep menez, pep traoñienn, d'am c'halon zo kaer,
Enne 'kousk meur a Vreizhad taer !
Diskan
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv;
N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neñv,
Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,
O ! pegen kaer ec'h out, ma Bro !
Diskan
Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioù bras,
He yezh a zo bepred ken bev ha bizkoazh,
He c'halon virvidik a lamm c'hoazh 'n he c'hreiz,
Dihunet out bremañ, ma Breizh !