Cú Chulainn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
E folklor Iwerzhon ez eo Cú Chulainn (pe Cúchulainn) (distaget kouc'houlin) haroz pennañ Táin Bó Cuailnge (Skrapadeg saout Cuailnge), ar vojenn bouezusañ eus Kelc'h Uladiz. Mab e oa da Deichtine, c'hoar ar roue Conchúr mac Neasa ha d’an doue Lúgh pe da Deichtine ha Sualtam, e bried.
Sétanta e oa e anv pa oa bugel, ha dont a reas da vezañ anvet Cú Chulainn (ki Culann), d'an oad a bemp bloaz, pa voe lazhet gantañ ki ar gov Culann a oa o tiwall an ti. Kinnig a reas ar paotrig kemer plas ar c'hi lazhet da c'hortoz ma vije desavet ur c'hi-porzh all.