Chañ Maï Skragn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jean-Marie Le Scraigne (pe Chan-Maï ar Skañgn – skrivet en brezhoneg gantoñ -) zo bet ganet d’an 2 a viz-even 1920 'barzh Ar Fao, ba parrez Uhelgoad. Be' oa bet e dud oc’h ober o demeurañs ba Kervinaoued d’an Traoñ (Kervinaoued Izelañ (?) bremañ), d’an 29 a viz-gwengolo pa oa ret dezhe paeo o Gouel-Mikael. Da dost da 13 vloaz n'a kuitaet ar skol a-benn labourat gant e dud a oa o terc'hel un ti-feurm evel an darn-vuiañ deus an dud war ar maes d’ar mare-se. D’an oad a 27 vloaz e timez gant Louise Kras, hag eñ ha dont en-dro d’Ar Fao. Eno eo bet chomet 13 vloaz tre da beket 1960 d’ar mare « ar cheñch mod », mekanikoù nevez ha toud, an dud o lakat gle hag ar re-mañ noz-dez é labourat evit lakat gle !. Beket 40 vloaz eo bed peizant, merour, ablamour ma oa re stert dehoñ al labour warnoñ. 7 bugel da vagañ. Ha dre-se eo aet-kuit evit labourat 'barzh ar mein-gleuñioù e-pad 20 vloaz, da beket 1980. Ha da 60 vloaz e « préretraite », ha bremañ n'eus « amzer da vevañ ‘vel ‘zo gled ». E-kehit ma oa o labourat war ar mein oa e vreur ar mestr, hemañ oa aet yaouank-tre da ziskiñ pikañ mein. Hennezh, e-lec’h ma oa ar garierenn, n'a 2 pe 3 bark, laked deñved enne. Ha bremañ ra Jañ-Mari war-dro an deñved eno.
E 1986 zo bet savet ur c’honkour kontadennou brezhoneg gant ar CMB, ha dres d’an ampoent n'eus laket e anv ha bet ar priz kentañ ha gounezet ur veaj ba'r Yougoslavi gant-se. A-damm-da-damm, diwar goulennoù an dud, e teu da vezañ ur c’honter, met gwall alïes vez ret dehoñ lakat ar c’hontadennoù en galleg evit bezañ komprenet gant ar lod brasañ deus an dud, touristed anehe surtout, hag a teu da Vreizh Izel da bourmen, ha n'eu-int c’hoant da c’hoût penaoz oa ar mod gwechall, ha penaos oa diduet an dud e-barzh an nozvezhioù. Bremañ blij kalz ar c’hontadennoù en brezhoneg d’an dud, hag alïes vez lâret dehoñ gant ar re a vez é silaou : Mad, ha ret vefe lakat ar brezhoneg ‘barzh peogwir blij deomp klevet son ar vouezh war ar galleg. Ha bremañ ive vez ur bilbern tud a zo bet é welet anehoñ evit diskiñ kontañ en galleg, met stert dehe goût pessa mod oa ar vuhez gwechall, aon n'eus la teufent da vezañ konterien « akademik ».
« Ar c’hontadennou ‘oa ‘vel d’ar voenn bar parkeier gwéchall », da-lâret-eo la oa c’hwezh vad gante, traoù naturel e-barzh hag ar memes tra gant ar c’hontadennoù. Met bremañ « n’é ke’ ‘mes-mod ».