Doare yezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Doareoù yezh lec'hel
Ar yezh hervez an doare ma vez komzet en ul lec'h resis, disheñvel diouzh an doare ma vez komzet el lec'hioù al a-drugarez da veur a izoglos o tennañ d'an distagadur, d'ar gerioù a vez implijet pe c'hoazh da'n doare da sevel ar frazennoù.
Implijet e vez kentoc'h termoù all gant ar yezhoniezh a-vremañ evel doare yezh lec'hel pe stumm yezh lec'hel (saoz. 'local linguistic variety') evit rannyezh (saoz. 'dialect').
Doareoù yezh kevredel
Gallout a ra cheñch ivez an doare da gomz ur yezh hervez renkad sokial an hini a zo o komz: doare yezh kevredel (saoz. 'sociolect').