Emgann Ballon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Emgann Ballon a c'hoarvezas d'an 22 a viz Du 845 etre armeoù ar Vretoned, gant Nevenoe en o fenn, hag armeoù ar Franked renet gant Charlez ar Moal.
Pilet-krenn e voe ar Franked en emgann-se, faezhet dreist-holl gant barregezh ha troioù-brezel marc’heien Nevenoe.
N’ouzer ket re vat pelec’h emañ Ballon. Hervez an testenioù emañ un tu bennak e-barzh ur vro c’heuniek, e-kichen Redon. Soñjal a ra d’an istorourien e c’hallje bezañ en Baen-Ballon, el lec’h anvet La Bataille.