Emgann Iena
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
D'ar 14 a viz Here 1806 e oa c'hoarvezet emgann Iena (alamaneg: Jena, a zo e Alamagn hiziv-an-deiz). An trec'h a oa aet gant Napoleon Bonaparte, impalaer ar C'hallaoued, war ar Brusianed dindan urzhioù ar priñs Hohenlohe.
50 000 soudard a oa eus kostez al lu prusian ha 65 000 den a oa el Lu bras renet gant Napoleon Bonaparte e-unan. En holl e oa bet lazhet pe gloazet 12 000 Prusianad ha div wezh nebeutoc'h eus tu ar C'hallaoued.
Er memes deiz e oa bet trec'h ar jeneral Davout war lodenn all al lu prusian renet gant Dug Braunschweig e-doug emgann Auerstedt.
D'ar 27 a viz Here ez eas tre Napoleon e Berlin, kêr-benn Prusia, 10 mizvezh goude e drec'h war an Aostrianed e Austerlitz.
D'ar 7 a viz Gouere 1807 e voe sinet feur-emglev Tilsit : un hanter eus o ziriad a yeas digant ar Brusianed.